Implijer:Gwendal/Kaozeadennoù 2008
Happy New Year Gwendal! :)
kemmañDear Gwendal, could you please help me create a short stub of this article for the Breton .br project. Even if you could help with one or two sentences, that would be great since it could later provide a basis for future development. I am very thankful for any help you could provide. Happy New Year 2008! -Mirelle Suigthierne 2 Gen 2008 da 20:41 (UTC)
Tebez/Thebai
kemmañ- Trugarez da zont da reiñ an dorn din mar karez war pajenn kaozeadenn thebai. Soñjal a ra din out kizidik eveldon ouzh implij reizh ar c'heriaoueg hag an anvioù diazezet mat e brezhoneg dija. Amañ e vije difennet ober gant Tebez. Tebez eo ar stumm implijet e brezhoneg e Diwan hag a gaver e geriadur R . Hemon.
Hervez Neal e vefe arabat ober gant stummoù digemeret er geriadurioù abalamour ma vije bet votet doujañ ouzh ar stummoù orin eus an anvioù e gresianeg pa saver pennadoù. Ankouaat a ra e oa votet ar reolennoù-se evit an anvioù na oant ket anavezet e brezhoneg. Ar pezh a lavar n'eo meneget neblec'h--Kadwalan 24 Gen 2008 da 10:26 (UTC)
- Da gentañ-holl n'eo ket amañ al lec'h dereat, me 'gav din, evit komz eus ur c'hraf resis-tre gouestlet ur bajenn gaozeal bouetat mat dezhañ dija, daoust ha ma anzavan e ma c'hell pep hini mont e darempred gant ar genlabourerion all mar fell dezhañ evel-just. Respont a ran amañ neooazh dre ma glasker lakaat da grediñ ez eus ur seurt brezelig etre Kadwalan ha me war ar c'hraf-se ha mat eo din sklaeraat an traoù. Arabat bezañ chalet, goude bezañ respontet d'e evezhiadennoù amañ e kendalc'hin war al lec'h dereatoc'h meneget a-us.
- Ret eo lâret krak ha krenn n'eo ket gwir na tamm ebet ar pezh a zo tamallet din rak n'em eus biken lâret e oa arabat ober gant "stummoù digemeret er geriadurioù".
- Displegadennoù hiroc'h:
- Da gentañ holl, n'eo ket ganin m'eo bet kinniget ober gant ar stumm Thebai, daoust ha ma c'hellan sevel a-du gantañ rak kavout a ra din e klota gant ar reolenn bet degemeret war ar c'hraf-se (hini an doare da vrezhonekaat an anvioù gresianek divoutin).
- Da eil e kavan ec'h eo daou dra disheñvel komz eus stummoù hengounel pe anavezet-mat ha stummoù kavet er geriadurioù ha/pe el levrioù implijet gant Diwan - klotaat a c'hellont, met ne glotaont ket dre ret an eil re gant ar re all.
- Da drede e vefe mat sklaeraat pe geriadurioù a ranker lakaat da bennvammenn ma'c'h eo homañ ar bennaenn a vo lakaet e pleustr, da skouer "douaroniezh" pe "geografiezh" (n'eo ket ar stumm implijet gant Diwan atav an hini bet implijet ar stankañ war ar raktres-mañ).
- Da bevare, n'eo ket kevatal da sav-poent terminologel personel-te dre ret ouzh bezañ "kizidik [...] ouzh implij reizh ar c'heriaoueg", rak ken reizh all eo ar stummoù all. Un afer dibaboù terminologel an hini eo kentoc'h evit un afer reizhder.
- A galon, ha digarez evit bezañ implijet da bajenn gaozeal personel evit traoù komzet diwar o fenn e lec'h all dija, Neal (Kaozeal) 1 C'hwe 2008 da 14:34 (UTC)
- Ur wir gudenn eo! Penaos envel kêrioù ar bed e brezhoneg? Implijout a rafen Tebez e-lec'h Thebai, gwir eo. Met levezonet on gant ar galleg dreist-holl met ivez gant ar saozneg evit ar pezh a sell ouzh anv ar gêr-se. Ma implijer Thebai, 'vezer ket sur bezañ komprennet war-eeun gant den-mañ-den nemet ma'z eo ampart war an dachenn. D'am soñj eo bet savet Wikipedia ivez evit ma c'hellfe an holl kompren ha n'eo ket dre ret en ur implijout memes doare distagañ anv ar gêr e gresianeg e vezer komprenet gant ar vrezhonegerien. Tebez a zo komprenusoc'h evidon. Votet eo bet ur reolenn (Diviz 2), met perak neuze lakaat e pleustr ar c'hendiviz reolata war an anvioù gresianek nemetken? Ma 'vez heuliet ar soñj betek penn e vefe ret dre-se lakaat kêrioù pep bro gant o anv orin, dibosubl.--Gwendal 2 C'hwe 2008 da 18:11 (UTC)
Da
kemmañSalud dit ! Diwall ouzh an araogenn da a ranker lakaat dirak an deiziadoù : ganet d'an 11 a viz C'hwevrer. N'eus araogenn ebet e galleg met unan zo e brezhoneg, e saozneg... A galon,--Llydawr 25 C'hwe 2008 da 17:09 (UTC)
Trugarez. N'on ket ur mailh evit treiñ an traoù...--Gwendal 25 C'hwe 2008 da 17:32 (UTC)
Kenstrivadeg
kemmañ- Den n'hall bout ur mailh a-raok kregiñ e-barzh, hag ober. Pep hini zo bet kroget un deiz, ha desket tamm ha tamm, dousik.
- Kenstrivadeg: sell: [[1]].
- Tud zo a fell dezho serriñ fr:Ar Redadeg. Sell.
Trugarez BB (memes ma welan sinadur ebet e tivinan piv eo) Kemmadur=plijadur, (ken) strivañ a rin prometiñ a ran. Allaz! N'ouzon ket perak e fell dezho serriñ ar pennad-mañ, pajenn gaozeal ebet...--Gwendal 9 Meu 2008 da 21:04 (UTC) Ankouaet ganin sinañ. Strivañ a rin da drec'hiñ an ankounac'h. Bianchi-Bihan 10 Meu 2008 da 05:54 (UTC)
Kristeniezh
kemmañSetu taolet am ur sell war roll ar bibien bet savet ur pennad diwar o benn...ha n'eus ket kalz. Met d'am soñj e vefe da kregiñ gant traoù simploc'h eget ar bibien, traoù diwar-benn istor an Iliz katolik, met dreixt-holl istor ar gristeniezh. Kregiñ gant ar "simplañ", sellet ma 'z eus ur bajenn evit pep abostol da skouer, an avieloù, an testennoù sakr, al lec'hioù evel menez Sinai, iliz an adsav, lec'hioù pouezus e Jeruzalem, hag all, hag all. D'am soñj n'eo ket ur mennozh fall ober ur seurt urzh kronologel, sevel ar pennadoù a hed istor ar gristeniezh. Kregiñ gant ar penn kentañ, e amzerioù ur gristeniezh unanet ha prim (BEVET PRIIIIIIM). Petrea sonjez diwar-benn an dra se? Kas din da mennozhioù ha da ginnigoù evit pennadoù'zo, evit ma rafemp ur seurt roll labour. A-galon --Gwendal.P 19 Ebr 2008 da 13:33 (UTC)
Un dra dreist vefe implijout testennoù relijiel e brezhoneg ha dreist-holl reoù bet troet eus an testennoù gwir. Troidigezh ar minihi ar zo un droidigezh a doare, un oberenn ramzel. M'hon eus al levr-se evel diaz e vo tu ober traoù mat. Labourat a rin war tudoù da gentañ toud: da vefe dija kaout ur pennad mat diwar-benn Jezuz. Labourat a rin war pennadoù diwar-benn orin ar gristeniezh ha ganedigezh ar feiz kristen. Hag e-kichen pennadoù diwar-benn istor ar gristeniezh. Kregiñ a ran gant ur pennad diwar-benn Tadoù an Iliz. Kinnig din traoù pe sonjoù evit pennadoù diwar-benn ar gristeniezh prim. Pe lar din ar pezh a rin evit ma glotfen da bennadoù gant reoù all liammet etrezo. A-galon. --Gwendal.P 19 Ebr 2008 da 22:55 (UTC)