Implijer:Gwendal/Kaozeadennoù 2009
Kustum
kemmañKustum out da skrivañ :
A galon.Bianchi-Bihan 13 Mae 2009 da 03:26 (UTC)
- Ar fazioù zo traoù fall, gant un tu mat-tre pa ouzer o implij : goude faziañ e c'haller reizhañ, ha dre reizhañ e c'haller deskiñ.
- Graet eo ar wikipedia evit deskiñ an holl, lennerien ha skriverien. Ma vefe komprenet gwelloc'h e vije muioc'h a genlabourerien. A galon. Bianchi-Bihan 13 Mae 2009 da 09:22 (UTC)
Bro-Saoz
kemmañUn ali: [[1]]. Bianchi-Bihan 17 Mae 2009 da 02:10 (UTC)
Utrecht, patrom
kemmañTrugarekaat. N'on ket gwall varrek evit a sell ouzh patromoù.Anat eo e vo kalz aesoc'h.--Ex-Smith 20 Mae 2009 da 08:21 (UTC)
?
kemmañNe gomprenan ket ar frazenn-mañ:Ul levezon bras kenañ en eus bet war al lennegezh hag ar brederouriezh european e oberennoù Rainer-Maria Rilke, Georg Trakl, Hermann Hesse ha Paul Celan. Bianchi-Bihan 20 Mae 2009 da 21:42 (UTC)
- E peseurt pennad e gaver ar frazenn-mañ?--Gwendal 21 Mae 2009 da 08:32 (UTC)
- Friedrich Hölderlin. Lavar din ha mat eo dit ma reizhadennig.
- Mat eo din!--Gwendal 21 Mae 2009 da 09:00 (UTC)
- Friedrich Hölderlin. Lavar din ha mat eo dit ma reizhadennig.
Kemm
kemmañ- Kinnig a ran kemm. http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Rummad:Provi%C3%B1so%C3%B9_roman_kozh Bianchi-Bihan 20 Mae 2009 da 21:45 (UTC)
Evezhiadenn
kemmañN'em eus ket c'hoant da derriñ da benn, met peogwir e seblantez troet da zeskiñ skrivañ a zoare, setu div evezhiadennig evit da skoazellañ: Skrivañ a rez :
- Savet eo bet un infobox :
- Savet eo bet an ti (strizh)/ savet ez eus bet un ti (amstrizh)
- N'ouzon ket ma respontan mat : e brezhoneg peurunvan e reer gant :
- N’ouzon ket ha respont a ran mat (doare koshañ, hini Leon, evel e kembraeg)
- N’ouzon ket hag-eñ e respontan mat (doare Treger ha Kerne Uhel)
- An doare gant ma a blij d'ar Wenedourien. Salv ma chomo ar boaz ganto, ha ma n'hen roint ket d'ar re all. Bianchi-Bihan 24 Mae 2009 da 16:02 (UTC)
Patrom:Pegement a bennadoù brezhoneg e Wikipedia
kemmañGraet 'm eus un evezhiadenn da geñver da reizhadenn. Kaozeadenn Patrom:Pegement a bennadoù brezhoneg e Wikipedia --Y-M D 16 Mez 2009 da 13:17 (UTC)
- Komprenet 'm eus bremañ, gwir eo 'm boa merzhet-se dija. Te eo en deus tennet un nebeud talvoudoù eus ar bloaz paset ? A galon --Y-M D 16 Mez 2009 da 14:39 (UTC)
Perak e lakaez :* Viseu; * Viseu , n'eo ket trawalc'h? Bianchi-Bihan 24 Mez 2009 da 04:44 (UTC)
- N'eo ket me avat en deus skrivet ar pennad, lakaet am eus ar rummadoù nemetken. Goulenn digant João, eñ eo en deus savet ar pennadoù.--Gwendal 24 Mez 2009 da 08:14 (UTC)
- Re wir, gwelet em boa goude. A galon. Bianchi-Bihan 24 Mez 2009 da 08:28 (UTC)
Meurzh
kemmañLakaat Meurzh da gas da Meurzh (disheñvelout) (nevez krouet netra nemet evit se) a servij marteze da un dra bennak, met ne welan ket da betra. Peurvuiañ e vez graet kemend-all pa vez ezhomm da grouiñ ur pennad nevez, lakaomp Meurzh amañ. Anat eo ne oa ket ezhomm, nemet kemmañ a rafes pezh zo bet lakaet en urzh, a gredan, abaoe ur pennad mat a amzer. Din-me, ur pennad Meurzh o kas da bennadoù all a oa sklaer a-walc'h. Bianchi-Bihan 19 Gou 2009 da 18:17 (UTC)
- Great am eus an adkas-mañ evit ma vefe resisoc'h c'hoazh an traoù, setu tout. N'on ket a-enep cheñch en-dro.--Gwendal 19 Gou 2009 da 18:27 (UTC)
- Mat eo goulenn ali ar re o deus pledet gant ar pennad a-raok. Bianchi-Bihan 20 Gou 2009 da 00:35 (UTC)
Stankañ
kemmañStankañ an dud ne gredfen ket ober, met stankañ o c'hont outo eo an droienn vat d'am meno. Kaozioù hir zo bet gwechall war se amañ, ha dreist-holl pa oa unan hag a c'hoarie stankañ ma hini. Me avat n'on ket bet stanket gwech ebet, ha mont a raen reoliek d'ar gador-doull, resped dit, da skañvaat ma bec'h, en desped dezhañ. Bianchi-Bihan 21 Gou 2009 da 14:27 (UTC)
- Mat eo din! Met un implijer dizanv eo ha n'eus ket a gont, e gwirionez e vefe gwelloc'h lavaret stankañ an ennegañ IP (adresse IP) bet implijet evit an torfed.--Gwendal 21 Gou 2009 da 14:33 (UTC)
- Ne gomprenan seurt er pennad, n'eo ket ma brezhoneg, me zo eus ar c'hantved kozh. Serriñ e gont, a laran. Ne welez ket unan hag a c'hallfed serriñ en deizioù-mañ? Bianchi-Bihan 24 Gou 2009 da 13:11 (UTC)
Ar rummadoù
kemmañTrugarez evit da evezhiadenn, respont orin war va bajenn kaozeadenn. --Y-M D 6 Eos 2009 da 20:16 (UTC)
Keit a ma soñjan, lakaet poa e oas a-du a walc'h gant va c'hinnig diwar-benn ar merourien. Gouzout a rez piv eo an trede den en deus respontet ? Petra a ginnigez te en afer-se ? --Y-M D 6 Eos 2009 da 20:19 (UTC)
Me gred eo Neal en deus respontet adarre en davarn. Chalet on memestra gant an afer-se, ma n'eus merour ebet ken war wikipedia e zaio an traoù da fall ha traoù a vreino keit ha ma vint laosket giz-se. (evel ar pajennoù da nullañ da skouer). Gwir eo ivez ez eus diaezamantoù pa vezer merour, da skouer renkañ un afer etre daou genlabourer kroget ganto ur seurt "brezel" a vez ret dirouestlañ, kemer divizoù diaes a-walc'h... Borodus e c'hell bezañ ivez bezañ merour e-keñver ober war-dro ar wiki, al labour kumuniezhel a c'houlenn amzer. Dav eo kemer un diviz forzh penaos abred a-walc'h.--Gwendal 6 Eos 2009 da 20:33 (UTC)
Ar gwir 'zo ganit setu perak e kinnigen e vefe 2 pe 3 merour, e-mod-se e vez ur skipailh labour. Aesoc'h eo neuze rannañ al labour ha diskoulmañ kudennoù etre tud. Evit ar poent eo ar vakañsoù neuze ne vez ket aze an holl, met e fin miz Eost e vo posubl kregiñ gant un tabut ha dilennadegoù perak pas. --Y-M D 7 Eos 2009 da 07:54 (UTC)
A-du ganit, gortozomp fin ar vakañsoù.--Gwendal 7 Eos 2009 da 10:09 (UTC)
The Return of the King
kemmañI am back my friend. Sikour a fell dit evit pennadoù'zo? Gellout a rafemp kenlabourat war traoù'zo evel m'hon devoa graet evit ar bibion... A galon,
Da idolenn hag azeuler, Gwendal.P
Bec'h dezhi !
kemmañKevarc'h keneil,
dont a ran da reiñ un dorn war wiki. Mar 'c'h eus ezhomm a skoazell, skriv ur gerig din !
malo
Evidout e vin bepred amañ, Odil...
kemmañMe zo o vont da labourat war da bennad RHCP, difaziañ ha liammañ. Ha pennadoù mallus a ve d'ober evit a sell ouzh ar sonerezh ?
Tuch' malo
Rummadoù
kemmañHa kemmeret eo bet un diviz ganit pe gant unan all diwar-benn ar rummadoù ? --Y-M D 14 Eos 2009 da 09:27 (UTC)
- N'am eus ket. Gortoz a ran fin ar sizhun a-raok kregiñ 'barzh, hervez an divizoù bet kemeret gant an dud o deus kemeret perzh en davarn (re nebeut int siwazh). Trugarez da chom war evezh!--Gwendal 14 Eos 2009 da 10:04 (UTC)
- Ur blijadur eo, ha pouezus eo mont betek penn pa groger gant ul labour setu perak e choman war evezh. Gwir eo ne kemer ket perzh kalz a dud en tabutoù. A galon --Y-M D 14 Eos 2009 da 13:50 (UTC)
Adkas
kemmañKaset 'teus Vasily Pavlovich Aksyonov da Vasily Aksyonov . D'am soñj, ha diouzh a ouzon eus boazioù ar wikioù en-dro dimp, eo ar c'hontrol-fed a oa d'ober: eus an titl eeunañ d'an titl reishañ (ha hirañ, peurvuiañ, evel amañ). Evel-se am eus graet a viskoazh, hag e lec'hanvioù Zuberoa n'eus ket keit-se zo c'hoazh. A galon. Bianchi-Bihan 14 Eos 2009 da 16:57 (UTC)
- Neuze, evit Omar Bongo e vefe ret d'an titl bezañ El Hadj Omar Bongo Ondimba? Hag evit Verner von Heidenstam, Carl Gustaf Verner von Heidenstam? hag all, hag all, ... Ma 'peus c'hoant kemm e c'hellez met n'eo ket me a raio.--Gwendal 14 Eos 2009 da 18:36 (UTC)
- Un doare a vefe implij an anv implijet an aliesañ (gant ar mediaoù hag an dud) ha ket an anv klok (resisaet e vez e pennkentañ tout ar bajenn). Un ali eo hepken. --Y-M D 14 Eos 2009 da 18:39 (UTC)
- 1 Sellit ouzh Stalin ha Trotski.
- 2 Kas Vasily Pavlovich Aksyonov (a) da Vasily Aksyonov (b) zo evel soñjal e vo klasket an anv a gant unan bennak. Din eo sklaer:n'hall ket c'hoarvezout. Ha sede an doare-soñjal en holl wikioù dre vras. Un abeg mat zo, a gredan: aesaat ar c'hlask muiañ ma c'haller, reiñ ar muiañ a zeskadurezh. An anv Vasily Pavlovich Aksyonov n'eo ket meneget er pennad zoken. N'ouzon ket perak. Bianchi-Bihan 14 Eos 2009 da 18:47 (UTC)
- Un doare a vefe implij an anv implijet an aliesañ (gant ar mediaoù hag an dud) ha ket an anv klok (resisaet e vez e pennkentañ tout ar bajenn). Un ali eo hepken. --Y-M D 14 Eos 2009 da 18:39 (UTC)
Ma rez adkasoù adalek an anvioù gallek e ri ur bern pennadoù nevez. D'am soñjig-me e vije gwelloc'h kargañ skeudennoù eus ar wiki gallek e pennadoù brezhonek diwar-benn kumunioù Breizh. Met ober a rez evel a gerez. Bianchi-Bihan 15 Eos 2009 da 17:18 (UTC)
- N'am eus morse graet war-dro ar pennad-mañ. Kinnig a ran dit sellout piz ouzh istor ar bajenn. A galon.--Gwendal 15 Eos 2009 da 17:21 (UTC)
- Fazi eus ma ferzh. Re domm an heol. Bianchi-Bihan 15 Eos 2009 da 17:31 (UTC)
Krouiñ rummadoù nevez goullo ha hep liamm ne servij da netra d'am soñj. Peurvuiañ ne vez ket un dra d'ober, pe a-hend-all ez eer betek penn:
- lakaat en ur rummad,
- etrewiki,
- kargañ ar rummad gant an holl bennadoù a c'hallfe bezañ e-barzh.
A galon. Bianchi-Bihan 23 Eos 2009 da 17:54 (UTC)
- O soñjal e oan da gentañ lakaat ar rummadoù goullo hag hep liamm-se er bajennoù a-raok e krouiñ evit gwir gant an ostilh-mañ [4].--Gwendal 23 Eos 2009 da 18:01 (UTC)
- Ne welan "oustilh" ebet gant ma urzhiater. Bianchi-Bihan 23 Eos 2009 da 18:03 (UTC)
- Ur seurt arc'hwel eo o renabliñ ar rummadoù krouet (e glas) hag ar rummadoù ha n'int ket bet krouet (e ruz) goulennet memestra en ur pennad bennak.--Gwendal 23 Eos 2009 da 18:09 (UTC)
- Ne welan "oustilh" ebet gant ma urzhiater. Bianchi-Bihan 23 Eos 2009 da 18:03 (UTC)
Diverkañ
kemmañPeurvuiañ e vez difennet groñs diverkañ danvez eus ar pajennoù kaozeal, ha pa vije danvez skrivet ganit. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal%3ASeine-et-Oise&diff=552713&oldid=552712 . Ma kemm da ali, e c'hallez skrivañ goude. Er wiki gallek e klevfes da begement, er wiki saoznek moarvat ne vije ket gwelet gant den. Ma, ne vo ket fuzuilhet den ebet hiziv. Bianchi-Bihan 23 Eos 2009 da 23:13 (UTC)
- Ma digarez! Ne ouezen ket e oa ken grevus diverkañ ar pezh 'm oa skrivet, ne oa ket dedennus ouzhpenn-se ha n'eo ket gant ar skridoù-se ez afe war-raok an traoù. Ne vo fuzuilhet den ebet nag hiziv na warc'hoazh.--Gwendal 24 Eos 2009 da 08:10 (UTC)
- Bemdez e vez desket un dra bennak nevez. Ar pajennoù zo d'an holl, hag an holl a rank gallout lenn ar pezh zo bet skrivet evito. Dre vras e kavan ez eus nebeutoc'h a sotonioù amañ eget e pajennoù zo eus ar wiki gallek. Met marteze ne zarempredan ket ar re wellañ.
- Ma n'out ket skuizh: http://fr.wikipedia.org/wiki/Discussion:Liste_d%27historiens_de_la_Bretagne
Bianchi-Bihan 24 Eos 2009 da 08:20 (UTC)
Adkas diezhomm: n'eo ket un anv-lec'h, met troidigezh un anv kembraek (troidigezh graet evit displegañ). Ma vez graet adkasoù diwar treiñ an holl anvioù-lec'hioù ne vo fin ebet. Ur vevenn zo d'an adkasoù, ne vezont ket graet evel-se er wikioù all ivez, hag abegoù mat zo da se. Etre re ha re nebeud emañ ar muzul mat, hervez ar c'hrennlavar. A galon. Bianchi-Bihan 27 Eos 2009 da 08:53 (UTC)
- Te gred eo reizh DEFAULTSORT:Guennec, Pierrick le ? N'eo ket Guennec an anv-tiegezh, Le Guennec an hini eo. Bianchi-Bihan 28 Eos 2009 da 18:20 (UTC)
Ar skuizhder sur 'walc'h...--Gwendal 28 Eos 2009 da 18:22 (UTC)
Rummata
kemmañN'eo ket bet diskoulmet ar gudenn rummata a poa savet en davarn ? En em c'houlenn a ran penaos sevel ur rummad war kazetennerien e Breizh (Breizh/breizhat ?). Trugarez --Y-M D 30 Eos 2009 da 08:03 (UTC)
- War a seblant e vefe kentoc'h a-du an dud o deus kemeret perzh evit ober gant kazetenerien Breizh. Met c'hoant 'm ije kaout alioù an implijerien oberiant all evit kaout ur seurt kenemglev a vefe mat evit an holl. C'hoant 'm oa adlañsañ an traoù warc'hoazh en davarn met ma kerez ober hiziv eo mat din ivez. Trugarez.--Gwendal 30 Eos 2009 da 10:43 (UTC)
- Me gav gweloc'h e rafez dre ma peus te c'hoant ober un dra. Marteze evefe mat digeriñ un doare "votadeg" evit-se, dibab etre stummoù. A galon --Y-M D 30 Eos 2009 da 10:50 (UTC)
- PS: roet peus da ali en davarn evit kudenn ar Brezelioù-bed ? Un dibab a zo d'ober kea da welet. Trug'
- Marteze n'eo ket dedennet an holl gant afer ar rummata... Met ya, just a-walc'h dav 'vefe ober ur reolenn a vefe doujet gant an holl (evel da skouer ar fed lakaat ar rummadoù el liester) hag a vefe embannet war ar bajenn Wikipedia:Rummadiñ. C'hoant 'm oa goulenn digant ur merour sevel ur vot evit kement-mañ.
- PS:roet 'm eus ma ali war ar Brezelioù-bed. Dedennus.--Gwendal 30 Eos 2009 da 11:06 (UTC)
- O paouez gwelout ar bajenn-mañ emaon: Wikipedia:Kendivizoù reolata/Rummadoù a c'hellfemp implijout ivez, da welet.--Gwendal 30 Eos 2009 da 11:16 (UTC)
- Gwelet 'm eus evit ar Brezelioù-bed. Trugarez. Da geñver ar rummadoù eo mat-tre kinnig sevel ur reolenn sklaer. Evit ar c'hinnig sevel ur votadeg on a-du ivez, met er mare-mañ emann Neal o sevel unan dija evit degemer merourien nevez. N'ouzon ket m' en do amzer ha me ne veskfe ket an traoù. Met mat e vo kinnig sevel una memestra. Marteze e vefe ret sevel un isrummad neveze er bajenn emaout o paouez kavout hag adlañsañ an tabut. Ha goude ur vot ma vez ezhomm. A galon --Y-M D 30 Eos 2009 da 11:22 (UTC)
- O paouez gwelout ar bajenn-mañ emaon: Wikipedia:Kendivizoù reolata/Rummadoù a c'hellfemp implijout ivez, da welet.--Gwendal 30 Eos 2009 da 11:16 (UTC)
Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ)
kemmañSavet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 18:05 (UTC)
Kumunioù/Poblañsouriezh
kemmañNozvat. Pa rit kemmoù e pajennoù kum. Bzh e c'hellit kemer emdr. ar boblañs er pennad izelvroek. A galon. Klaod Kadbzh 3 Gwe 2009 da 19:34 (UTC)
- Gwitalmeze: brav ken-ken. A galon. Klaod. Kadbzh 3 Gwe 2009 da 20:01 (UTC)
- Demat. Gell a rit ouzhpennañ[1] da heul pep grafik "Emdroadur ar boblañs" ha == Dave ha notennoù==
- Gwitalmeze: brav ken-ken. A galon. Klaod. Kadbzh 3 Gwe 2009 da 20:01 (UTC)
a-raok ar Rummadoù. a galon. Klaod Kadbzh 6 Gwe 2009 da 11:46 (UTC)
Bucanetes
kemmañSalud. Ouzhpennet 'm eus ur voest-rummata hag ur rummad e Bucanetes. E meur a wikipedia all on bet o furchal ha diskoachet pennad ebet evit ar genad-se ; liamm etrewiki ebet evit poent eta ! A galon. --Gouerouz 11 Gwe 2009 da 05:36 (UTC)
E ser an dilennadeg
kemmañDa gregiñ ganti e kinnigin un tamm arroudenn eus ar reolennoù a sell ouzh kefridi ar verourion : Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.[5]
Mat. Bremañ, petra eo orin an dilennadegeg a-vremañ ? War a greder e vefe gant emouestl Wikipedidi laouen da skoazellañ Neal, a labour e-unan evel merour. Jentil –frommus zoken-, neketa ?
Bianchi-Bihan, prest bepred da labourat evit ar Brezhoneg (gant ur bennlizherenn mar plij), en em ginnigas kerkent. Brav eo, neketa ?
Sellomp 'ta un tamm a-dostoc’h bremañ. Da heul tabutoù savet ganin a-zivout krefen lieseurt –diwar-benn rieion Kembre pergen, a zo berzet ouzhin labourat diwar o fenn– e kavas B.-B. ur respont : en em ginnig da verourez[6]. Pezh a ziskouez n’eo ket tamm ebet evit "skoazellañ" Neal en em ginnig B.-B., evit ober un arver personel eus ur galloud brasoc’h ne lavaran ket. Fentus eo lenn diwar he fluenn -o komz diwar va fenn- gerioù evel "vandalerezh", "margodenniñ", "kunujennoù", "tagadennoù" ha me oar-me. BB a oar eus petra emañ o komz hep mar : pa seller ouzh obererezh merouriezh kent[7] e lenner dres, etre ar 4 Mezheven 2007 hag ar 5 C'hwevrer 2008 (hag a-raok, d'an 22 Du 2006, gant e "geneil" Bernez Bernioù), stankadennoù diniver en abeg dres da seurt emzalc'h. Da c’hoarzhin eo lenn tamalloù a-berzh BB evel “margodenniñ” ! Ha petra eo soñj Implijer:Bernez Bernioù, Implijer:Tangi Gwegen, Implijer:Shelley Konk, Implijer:Alan Delo, Implijer:Rufus, Implijer:Nihil Obstat, Implijer:Ab Ostol, Implijer:Kergidu, Implijer:Lola Kola, Implijer:Alfoñs ar C'hlas, Implijer:Alfoñs ar Werenn…diwar-benn kement-se ? Fentus eo a-hend-all lenn Neal skrivañ "Krediñ a reer e c'hellfe bezañ implijet ar gont-mañ evit margodenniñ". Kinnig a rafen a-walc'h un doare gwelloc'h c'hoazh : "Krediñ a reer, hervez tud zo, a c'hellfe, marteze (gallus a c'hallfe bezañ), bezañ implijet, dre ma vefe diskred...". Pe ur stumm all un tamm berroc'h : "Bianchi-Bihan he deus lavaret din skrivañ...". Hag un tamm pelloc'h : "goulennet eo bet gwiriekaat IP ar gont-mañ". Emeur bepred o c'hortoz disoc'h an enklask, me'gred...
Bremañ e rankomp dilenn merourion nevez. Evel-just e oa BB an hini gentañ d'en em lakaat war ar renk...a-raok ar prantad kefridiel embannet zoken ! Mall zo ganti pakañ ur galloud nevez c'hoantaet bras ganti abaoe pell zo, war a hañval...
Petra eo stad an traoù, bremañ ? E-touez ar verourion kent, Kadwalan, Benoni, Paotr, Fulub ha C.Rogel a hañval bezañ "steuziet". Ne chom oberiant nemet Neal, a zo penn-da-benn e dorn BB.
E-touez an emstriverion e weler diouzh un tu ur skipailhig tud en em anavez mat war a hañval, hag oc'h en em kinnigañ pep hini an eil evit egile : BB (kinniget gant Kdbzh, Ex-Smith ha Neal), Ex-Smith (kinniget gant Neal ha BB), Llydaw (kinniget gant Ex-Smith, BB ha Neal) ha Kadbzh (kinniget gant BB, Neal, Ex-Smith) (an daou diwezhañ o vezañ nullet o c’hinnig diwar o goulenn) : bravat tiegezh, neketa ? Diouzh un tu all, estregedon, Y-M D (kinniget gant Bolivar, "Gweñlc'h"), Gwendal P. ha Malo (kinniget ganto o-unan). Ha neuze e teu an traoù da vezañ kemplesoc'h evit BB hag e sujidi ! Neal ha BB zo ar re o deus kinniget ar muiañ a emstriverion (BB, Ex-Smith, Llydaw ha Kdbzh gant Neal ; Ex-Smith, Llydawr ha Kdbzh gant BB), pa oa asur e oa tud eus o skipailhig. Ha bremañ pa welont tud all -ne hañvalont ket anavezout ken mat- e skriv Neal : Ret eo anzav on souzhet bras gant an niver a dud a fell dezhe dont da vezañ merour... hag en em c'houlenn a ran hag-eñ e c'houvezont int-i holl pe re eo kefridioù ar c'harg-se? N'eus forzh penaos, ne gav ket din e vefe un dra vat kaout re a verourion rak ret eo dezhe en em glevet ivez ha, d'am soñj atav, e vefe aesoc'hig kas an traoù war-raok en un doare sioulig ma vefe un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav.[8] Ya, sur ! Gwelloc'h eo "un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav". Un nebeut tud dibabet mat na petra 'ta !
Ha petra eo "labour" BB a-benn ar fin ? Evel am eus bet tro da verkañ ergentaou e skriv war pep tra, daoust dezhi na c'houzout tra diwar o fenn. Evel-just, anat deoc'h, ne c'haller ket "gouzout pep tra". Padal eo souezhus gwelout unan bennak bezañ dizesk war pep tra evelti. Pezh a ra hepken zo klask treiñ pennadoù diwar Wikipediaoù all. Hogen, evel 'm eus bet tro da lavarout, ne c'haller ket treiñ ervat un destenn pa ne gomprenner ket anezhi. Levrlennadur nemetañ BB zo...ar Wikipediaoù all ! Hag ul levr bennak he defe digoret en he buhez ?. Evit pezh a sell ouzh an diskibezhioù on boas da bleustriñ -an Istor, am eus un tamm stummadur warnañ, da skouer- pe an dodennoù a gav din bezañ bet studiet kalzig -ar reizhiad amaezhel saoz da skouer- e c'hallan lavaret en un doare diogel ez eo nul live ar brizhpennadoù savet gant BB. Ne vin ket evit barnañ disklibezhioù all estrenoc'h ouzhin, goulakaat a c'hallan ez eo heñvel he live diwar o fenn. Ha Wikipedia a vefe tonket da vezañ troidigezhioù -fall- eus ar Wikipediaoù all ? Padal ar Wikipediaoù all zo bouedet gant titouroù hag imbourc'hioù diavaez, n'int ket troidigezhioù hepken eus ar Wikipediaoù all. Gwell a se evit ar Wikipediaoù-se n'eo ket o fennadoù troidigezhioù diouzh ar Wikipedia brezhonek !
Ar pep gwashañ eo n'eo ket evit gouzañv e vefe tud all o klask kas war-raok ul labour sirius : e Wiki dezhañ an hini eo, hag ur pennad en deus savet zoken evit addegas kement-se da soñj da gement hini en defe ankouaet un dra ken anat, anvet en un doare souezhus Wiki-ni e-lec’h Ma Wiki din-me ! Hag emaomp amañ e rouantelezh an Tad Ubu : dizesk, sot, drouk eo...met ar galloud zo ganti ! Ha neuze e c'hall mac'homañ ar Wiki, heskinañ kement ali disheñvel diouzh hec'h hini. Un doare emskiantek eo moarvat da gaout an dizober eus ar re n'int ket e "linenn" BB hag he lakezed, a-hend-all : o digalonekaat hag o heugiñ dre o rediañ da asantiñ dibaboù tidel ne c'haller ket asantiñ, kement-se a-benn o lakaat da baouez da gemer perzh. Ha den n'en deus klasket kompren perak e oa kement a dud bet oberiant ergentaou ha dilezet ganto Wikipedia abaoe ur prantadig ?
Evit pezh a sell ouzhin, n'em eus biskoazh klasket rediañ an termenadurezh reizh d'ar pennadoù savet araozon gant ar re all, ha pa oufen pegen lu e c'hallont bezañ. Kinnig ha netra ken, da skouer evit pezh a sell ouzh an anvioù-lec'h iwerzhonek -dic'hallus da zistagañ da gement ne oar ket iwerzhoneg- ha roet dezho gant poell ur stumm brezhonek gant Loeiz Andouard, evel Limnac'h e-lec'h Luimneach). Padal e kav din e ranker tennañ korvo eus an holl re o deus kaset hor yezh war-raok araozomp, eus geriadurourion an 18vet kantvet betek Preder, hag o tremen dre Frañsez Vallée, Gwalarn ha Roparz Hemon, SADED ha Guy Etienne, pe c'hoazh etre Ebrel 1991 hag Here 1992 Bodad ar Yezh Arnevez (BAYA), heuliad emvodoù kaset war-raok gant Herve Kerrain (ha ne oa ket, eñ, ur brizhvrezhoneger)...Ne lakan mammenn ebet a-gostez, an holl o deus o splet. Hogen tud dizesk zo bepred feuket pa lennont traoù n'int ket evit kompren hag a live uheloc'h eget o hini. Ha neuze e ranker skrivañ ur ger gallek war zigarez n'eur ket evit kompren kefridiel (a gaver e Geriadur An Here, pe e Tintin. Afer Klaskato, p. 43 : "En un notenn gefridiel e sav Maodiernezh an Aferioù Diavaez kreñv he mouezh a-enep..." : moarvat e vo lavaret e oa Divi Gervella ha Martial Ménard awenet gant ur gealiadurezh diaoulek !). Neuze e ranker skrivañ lec'hienn e-lec'h load pa rankfe klotañ "ez-naturel" ha "dre ret" lec'hienn (dereat-tre evit ul lec'hienn henoniel da skouer) ouzh ar galleg site, ha pa n'eo ket load anavezet gant ar veulkeed-se. Ha koulskoude e vez kavet ar ger-se e Geriadur ar Stlenneg embannet e 1995, pe e Aber abaoe krouidigezh he load (load gwe a vez kavet abaoe an niv. 15, Nevez-Amzer 2004) ; biskoazh n'em eus kavet, e saozneg, site e-lec'h website. Rediañ a reer c'hoazh dibaboù diboell-krenn diwar-benn an anvioù-rieion, ha dislavarus dreist-holl : treiñ evit broioù zo (Loeiz XIII...), berzañ skrivañ e brezhoneg evit broioù all zo, evit Kembre pergen. Ha koulskoude roue Gwynedd an 10vet kantved ha kont Kernev an 11vet kantved o doa an hevelep anv, ar skoueriekadurioù brezhonek ha kembraek a-vremañ hepken a grou un diforc'h ne oa ket anezhañ d'ar c'houlz-se pa oa c'hoazh ur gumuniezh predenek bev-mat. Merkañ a c'haller a-hend-all e skriv Divi Gervella e Emblèmes et symboles des Bretons et des Celtes, Coop Breizh, 1998, p.26 Hoel Dda (zoken ma c'haller bezañ souezhet e chom e kembraeg da). Heñvel e vefe ar gudenn evit anvioù-tud lec'hlennat evel Olaf/Olof...disheñvel hiziv an deiz e daneg, norgeeg, svedeg hag islandeg, ne oant ket ken dispartiet er Grennamzer avat. Kement-se n'eo ket ur gudenn a yezhoniezh-rik, ur gudenn a Istor ne lavaran ket, pezh ne c'hall ket beulkeed evel BB intent...
Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous. Poent eo ober eus Wikipedia brezhonek ur benveg sirius a c'haller fiziañ ennañ.
DIEUBOMP AR WIKIPEDIA, HA DIEUBET E VO PEP TRA !
Meven 2 Her 2009 da 15:12 (UTC)
Adkas
kemmañEmaon en sell da c'houlenn diverkañ an adkasoù diezhomm, diazezet war fazioù dibosubl, evel An treoù leon hervez ar reolenn war an diverkañ. Bianchi-Bihan 3 Her 2009 da 09:20 (UTC)
- N'eo ket bet diezhomm evidon, aesoc'h eo bet ar c'hlask da c'houde a gavan.--Gwendal 3 Her 2009 da 09:23 (UTC)
- Lakaet em eus Trevoù ha Treoù da bajenn disheñvelout evit ar c'hlask, adalek ar ger pouezusañ. Met n'eo ket ret bezañ a-du ganin ha gallout a rez arguzenniñ e pajenn an diverkadennoù pe re all. Bianchi-Bihan 3 Her 2009 da 10:22 (UTC)
Crosswiki
kemmañHi, we have catched a case of crosswiking related with the article Pascual Candel Palazón]] (gl:Conversa_usuario:Sofialourin#Sospeita_.2F_Suspicion), seemingly motivated for a spam or self-promotion campaign. If you have any question, just ask, :) Thanks. --Xabier Cid 5 Her 2009 da 00:19 (UTC)
E ser doareoù Bianchi-Bihan
kemmañE ser va stankadennoù
kemmañKalz buanoc'h e vin diwar-benn "respont"[9] Bianchi-bihan, a skriv er wezh-mañ diwar bluenn Neal.
- Da gentañ-holl n'eo ket gwall dener treuzkompradennoù BB "Neal" a lenner en he "respont" pa n'em eus kaset netra dezhi. Da veur a zilenner 'm eus kaset va zestenn, tamm ebet dezhi avat.
- Kompren a c'haller aes a-walc'h n'eur ket gwall blijet gant pezh 'm eus skrivet. Hogen goulenn a ran da bep hini adlenn va zestenn ha lavarout din hag-eñ e kavo enni un emzalc'h "tagus ha kunujennus" eus va ferzh. An div arroudenn nemeti meneget gant BB zo "Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous" hag an devoud m'emañ Neal "e dorn Bianchi-Bihan". Gwirionezioù anat da'm meno, d'ar gwashañ un ali ha n'eo ket BB a-du gantañ...Hogen, kunujennoù ? Gwall vuan ez erruer e domani ar c'hunujennoù, gouez da vBB/"Neal", a hañval gwall gizidik... Abalamour da se on bet stanket 3 miz da gentañ, ur bloaz da c'houde, diverket eus roll an emstriverion ha zoken eus an dilennerion ! Mendare petra vefe ur vro renet gant tud a-seurt-se. Er broioù dieub e vez asantet d'ar re n'int ket a-du gant ar re a zo er galloud da ezteurel o savpoent. Naturel a-walc'h e kavan bezañ kaset va savpoent d'an dilennerion. BB en defe gallet mouezhiañ a-enep din, goulenn digant ar Wikipedidi all ober kement-all da ziskouez d'an holl pegen enebet ez int ouzhin, kas ul lizher kevatal -n'eo ket evel merour (dindan anv Neal), evel n'eus forzh petore Wikipediad ne lavaran ket. Krediñ a reer amañ bezañ e Frañs da c'hrez "enstriverezhioù kefridiel" Napoleon III pa ne oa asantet d'en em lakaat war ar renk nemet ar re a-du gant ar galloud staliet. Pelec'h eo bet stummet BB -ha pa vefe amañ dindan anv "Neal" ? E Tirana pe e Minsk ? En ur Republik bennak eus Suamerika (evel an San Teodoros, da skouer) ? Pe e Brussel gant ar re a zo boas da dremen e-biou disoc'h mouezhiadennoù pa n'int ket a zo gortozet (evel e Danmark, Izelvroioù, Frañs, Iwerzhon...) : nec'het e vez d'an tu enep d'ezteurel e savpoent, dilamet eus o gwir da vouezhiañ ar re n'int ket a-du gant ar re zo penn ar galloud. Estregedon ez eo bremañ tro Gwilhmod[ http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Gwengolo_2009].
- Kement-all a c'haller gwelout evit ar wiriekadenn IP bet goulennet. An disoc'h oa e oa disheñvel an IPoù arveret ganin ha gant reoù all tamallet. Neuze e oa eilgeriet ne broue ket an IPoù disheñvel e oa disheñvel o arverion. A zo gwir moarvat. Met neuze perak ober un enklask ? An disoc'h n'en deus talvoudegezh nemet ma 'z eo diouzh an tu mat. Kaerat reizhiad varnerezhel e rouantelezh BB -hag e sekreour Neal- ! Ha pa vefe bet heñvel an IPoù, petra a vefe bet lavaret ? Ha ! Setu ar brouenn !...
E ser an dilennadeg
kemmañ- ...dres ! An disoc'hoù ne hañvalont ket pezh a oa gortozet gant BB "Neal", gant tud enebet ouzh BB ha ne oant ket gortozet. Ha neuze BB -bepred dindan anv "Neal"- da glask hag-eñ ne vefe ket un tamm irienn bennak : Kement a dud a-enep BB ? Ne c'hall ket bezañ ! Ha neuze BB "Neal" da c'houlenn un tamm enklask diwar-benn ar stankadennoù hag an IPoù digant un atebeg bennak eus ar Wikipedia gallek[10] ha [11]. Ha disoc'h e enklask a voe e voe heñvel IPoù...Bianchi-Bihan ha Kdbzh, arveret stank ganto an hevelep urzhiataer e-pad ur sizhunvezh bennak e miz gouere ! Nag un dichañs ! Ha neuze BB "Neal" da douiñ n'eo ket Bianchi-Bihan ha Kdbzh an hevelep den ! Neuze, disheñvel talvoudegezh an enklaskoù hervez piv zo e kont : diouzh un tu IPoù disheñvel ne vir ket ouzh un hevelep arverer da vezañ a-dreñv, diouzh an tu all un hevelep IP ne brou ket ez eo an hevelep hini a zo a-dreñv...Ne lavaran ket ez eo Bianchi-Bihan ha Kdbzh an hevelep hini -pezh n'int ket din da c'houzout-, met petra vefe lavaret ma vefe merket va IP e-touez an dilennerion ? Pe IPoù heñvel e-touez ar re "n'o deus mouezhiet mat" ? Emichañs e vo plijet ar re-se -ar re o deus mouezhiet a-enep BB- da zeskiñ an diskred zo warno da vezañ keniriennourion ganin...Mouezhiet 'm eus gant ur c'hont savet a-ratozh evit se, hogen dindan un lesanv splann a-walc'h -Mewenn-, n'em eus ket klasket kuzhat piv oant : kement-se a dalveze mat, da vihanañ, ur bloaz stanket, ken grevus ma'z eo kement-se, anat deoc'h ! Dreist-holl e lenner diwar bluenn "Neal" Goût a ra an holl, da skouer, n'hall ket ar verourion kemer divizoù diwar-benn kaozeadennoù m'o deus kemeret perzh enne? [12]. Met kement-se n'eo ket un arver personel eus e c'halloud, anat deoc'h !
- Petra mouezhiañ ? Disorc'hoù kentañ ar vouezhiadeg a ziskouez mat ne c'hall ket mui meur a hini gouzañv diktatouriezhig BB war Wikipedia. Met an holl a hañval krediñ ne vefe nemet dindan e anv ez eo noazus. Evel-se en deus Ex-Smith -a hañval dizañjer- mouezhioù tost an holl dilennerion. Ha padal e ranker merkañ ez eo e-touez ar re o deus kinniget BB da verour, mouezhiet en deus eviti, ha BB hec'h-unan he-deus mouezhiet ha kinniget Ex-Smith. Arvar zo e vefe eta Ex-Smith evel Neal, eleze un anv hepken a sevenefe doujus kement a lavaro dezhañ BB ober. Erbediñ a ran eta mouezhiañ a-enep dezhañ. Hag ar re all ? Amjestr eo lec'hiadur Y-M D, pa hañvale kenlabourat digudenn gant BB. Skrivañ a ra [13]. A-du penn-da-benn gant ar mennozh da geñver ar fiziañ a ranker kaout er merourien. Dre-se ez on a-du evit ma vefe skarzhet eus ar votadeg ar re bet stanket e-pad ar prantad-kinnig, da lavarout eo neuze me. N’on ket feuket gant kement-se, hag ar gwir en deus Y-M D da vezañ displijet ganin, hogen kement-se a dalvez kement ha sevel a-du gant tuad BB. Kement-all n’en deus ket miret outañ a resev un tamm evezhiadenn dismegañsus a-zoare a-berzh BB : Ne welan ket penaos e vo gallet ober pennadoù eus an dibab hep peurvestroniañ ar yezh[14]. Padal en deus Y-M D mouezhiet neptu da geñver BB, tra ma vouezhie Belvar -en deus e ginniget- a-enep da vBB. Gwendal P. ha Malo, diouzh o zu, ne lavaront netra. Mat e vefe d'an tri-se sklaeraat o emzalc'h hag o lec'hiadur a-zivout ar reuz degaset gant BB abaoe re bell zo bremañ. Gwelout a reer daou duad : diouzh un tu skipailhig BB, a vod tud en em anavez mat-tre, a vouezh bepred ez-emskiantek en hevelep doare, diouzh un tu all "ar re all", n'o deus da voutin nemet an devoud ma ne asantont ket diktatouriezhig BB hep en em glevout kentrezo, pezh a zo yac'h pa dalvez kement-se chom stag ouzh ar frankiz. Hogen da vezañ strewet evel-se e weler ne c'hall hini ebet anezho bezañ dilennet da verour ha da gempouezañ galloud skipailhig BB. En tu-hont d'o diforc'hioù reizh e vefe mat dezho en em glevout ha mouezhiañ evito-holl : Gwendal P., Y-M D ha Malo. Met, pa n'hon eus netra da zibab dirak BB hag Ex-Smith, ez erbedan da c'hortoz mouezhiañ evit an tri-se, gant ar spi e c'hallfent kempouezañ ar skipailgig a-vremañ.
Bianhi-Bihan hag he sekretour Neal a glask lakaat da grediñ ne vefe amañ nemet ur gudenn a vennozhioù pe a emzalc'h. UR GUDENN A C'HALLOUD N'EO KEN, hag int -evel an Tad Ubu- a ra pezh a garont pa 'z eo ar galloud ganto, ha mat pell zo.
Meven
Ma komprenez petra zo a-dreuz eno e c'halli lakaat urzh marteze. Pe e chomo evel-se, rak me n'on gour. A galon. Bianchi-Bihan 7 Du 2009 da 14:51 (UTC)
Din eo mat. Trugarekaat.Bianchi-Bihan 7 Du 2009 da 15:38 (UTC)
Kumunioù
kemmañMerzhet 'm eus e poa tro alies a-walc'h da sevel pennadoù, pe d'ober kemmoù war kumunioù Breizh. Setu e roan dit al liamm da heul hag a zo dedennus-tre ([15]), trawalc'h eo klask ar gumun a peus c'hoant hag e kavi ur bern titouroù a-fed poblañs, a-fed kresk... N'ouzon ket anavezez al lec'hien, met talvoudus e c'helfe bezañ. A galon --Y-M D 3 Kzu 2009 da 21:25 (UTC)
- Demat. Chom a ra ur pikol labour d'ober er pennadoù "kumunioù Il-ha-Gwilen". Klask a rin gober àr-dro lod anezhe, m'ho p'eus c'hoant reiñ an dorn ivez... A galon. Klaod Kadbzh 23 Kzu 2009 da 10:07 (UTC)
Patromoù demografiezh
kemmañDemat. A-du ganeoc'h. Gwelloc'h 'vo gober gant patromoù ar wiki italianek. Ur pikol labour eo. N'eus ket pres. A galon. Klaod. Kadbzh 26 Kzu 2009 da 10:44 (UTC)