Implijer:Gwendal/Kaozeadennoù 2007
Skeudennoù
kemmañLaka ur sell war ar pennad-mañ: Skoazell:Penaos embreger ur skeudenn. A-hednall, n'eus nemet ober klik war Eilañ war ar servijer a-gleiz war pep janenn dindan ar vouest "klask" er "vouest ostilhoù". E: "Anv ar restr da gas:" e ranker skrivañ anv ar skeudenn a fell dit eilañ war ar servijer evit ggallout bezañ implijet war-lerc'h. Neuze, gra klik war "kargañ ur rest" evit kargañ ar skeudenn war ar servijer. Gra un taol-ease ha ma kavi kudennoù skriv-me adarre. A-hendall, gllout a reer implijout skeudennoù eus pep lec'h gant ma'z int frank, da lâret eo hep gwirioù aozer. Evit implijout ur skrudenn war ur bajenn n'eus nemet skrivañ [[Skeudenn:ANV AR SKEUDENN]] A galon, --Neal (Kaozeal) 23 Mae 2007 da 13:13 (UTC)
Vot evit ur merour nevez
kemmañLakaet en deus Kadwalan e anv evit bezañ merour. Tu zo dit votiñ amañ: Wikipedia:Merour/Kadwalan. Trugarez, Benoni (Kaozeadenn) 13 Mez 2007 da 17:58 (UTC)
Salud ma amish
kemmañEmaon o paouez sellet ar pajennoù e giz Jeruzalem, Nazareth, Palestinia, hag all, hag all,...ha n'ez eus ket kalz a draoù. Poent eo deomp kregiñ al labour, marteze e vefe mat deomp klask sevel traouigoù 'zo war sav-poent an istor ha goude pa vimp distro eus ar veaj e vo tu deomp mont dounoc'h en danvez, rak d'am soñj evit ar poent bez peus kalz a draoù d'ober gant da d/TPE. Neuze lar din pa vit prest da gregién e-barzh. --Gwendal.P 14 Mez 2007 da 13:00 (UTC)
Mouezhiadeg
kemmañTrugarez da vezañ votet evidon. A galon --Kadwalan 15 Mez 2007 da 09:40 (UTC)
Liammoù etrewiki
kemmañGourc'hemennoù evit ar pennadoù a savez, met arabat disoñjal lakaat liammoù etrewiki. Trugarez dit! Benoni (Kaozeadenn) 17 Mez 2007 da 13:31 (UTC)
Tabutoù?
kemmañDa betra rez dave pa implijez ar ger "tabut"? Ne gred ket din e vije dibabet mat ar ger, a talvez kement ha "querelle". Peseurt ger a vez implijet e galleg: négociation? pourparlers? discussions? Benoni (Kaozeadenn) 17 Mez 2007 da 14:23 (UTC)
- Evit respont d'az kemenadenn Benoni: Tabut a zo evidon un "débat", gwir eo e c'helfer cheñch gant emvod pe emglevioù met peogwir n'eo ket aet betek un emglev darn eus emgavioù bro C'hall hag Aljeria em eus divizet lakaat "tabut" evit ar pezh a sell ouzh an eskemmoù etre an daou vro hag a oa memestra o vrezeliñ. --Gwendal 17 Mez 2007 da 17:40 (UTC)
- Evit "débat" e implijfen kentoc'h gerioù evel "dael" pe "breutadenn". Peseurt ger a vez implijet e levrioù klas termen Diwan? Sur out eo tabut? Benoni (Kaozeadenn) 17 Mez 2007 da 17:43 (UTC)
Levrioù klas? ;)--Gwendal 18 Mez 2007 da 09:18 (UTC)
- Ma vije levrioù klas, ne vije ket eus kudenn ar gerioù. Ne vije nemet ober gant ar gerioù kinniget el levrioù. Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 09:26 (UTC)
- N'eo ket ur gudenn a levr klas d'am soñj met kentoc'h ur gudenn a implijout ar brezhoneg, muioc'h 'vez komzet, muioc'h 'vez desket. Memestra evit ar yezhoù all, ma n'implijer ket ur yezh bet desket en araok e koller tamm ha tamm ar yezh hag ar geriaoueg. Setu e vo ret din implijout ar brezhoneg aliesoc'h...--Gwendal 18 Mez 2007 da 09:55 (UTC)
- Komzoù fur. A vije ret dimp holl ober. Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 10:08 (UTC)
- N'eo ket ur gudenn a levr klas d'am soñj met kentoc'h ur gudenn a implijout ar brezhoneg, muioc'h 'vez komzet, muioc'h 'vez desket. Memestra evit ar yezhoù all, ma n'implijer ket ur yezh bet desket en araok e koller tamm ha tamm ar yezh hag ar geriaoueg. Setu e vo ret din implijout ar brezhoneg aliesoc'h...--Gwendal 18 Mez 2007 da 09:55 (UTC)
C'hoariet mat !
kemmañSapre Globi... kuzhet bepred... n'az pefe ket c'hoant kenlabourat war ur pennad ? N'ouzon ket, war ur skrivagner pe war ur strollad sonerezh... Ya ?
A-du on da labourat war Naoned... Petra 'p eus c'hoant e rafen ? Modall war ar Red Hot Chilli Peppers e c'hellfemp labourat... Kas a rin dit an traoù da dreiñ ma 'z out adu... Malo 19 Mez 2007 da 09:18 (UTC)
Neuze, treiñ a rimp adalek ar saozneg, klokoc'h e vo ar pennad... n'out ket direnket ?
Me 'zo o vont da lakaat an titloù, ha ne vo nemet da leuniañ. An traoù az po da dreiñ a vo lakaet dit er yezh orin war ar pennad, "Cut " anezho, ha tro anezho, goude e adlaki... ober a reomp e-giz-se ?
C'hoariomp asamblas evit c'hoariñ mat
kemmañSalud dit ma amish ! Emaon o paouez kaout ur mennoz evit labourat hon daou war ur memes pajenn pe war ur memes sujed. Gwelet am eus ne oa ket bet savet c'hoazh ar bajenn gant roll ar bibien, ha n'eus ket kalz a draoù diwar-benn an Iliz katolik roman hag ar vatikan. Pefe ket c'hoant labourat ganin war an dodennoù-se. Respont din a buhanañ ar gwellañ evit ma c'halfemp kregiñ an abretañ ar gwellañ. Kregiñ gant roll ar bibien vefe ket ur mennoz fall, neketa ? Goude pa vimp distro eus Palestinia e vo tu deomp sevel ur bern traoù gant ar pezh hon o dastummet du-se. A-benn nebeut ma amish !!! --Gwendal.P 2 Eos 2007 da 12:15 (UTC)
Neuze ?
kemmañNeuze a-du out evit labourat war roll ar bibien ganin ? Kae da welet, lakaet am eus un digoradur met ne ouezan ket c'hoazh ma ran se dindan stumm un daolenn pe ul listenn simpl. Ouzhpenn da se, sellet am eus penaos eo bet savet war wikipedia e saozneg hag hini e galleg ha stummoù disheñvel kennañ vez kavet (kae da welet er yezhoù am eus meneget ha lar din). Respont din ma peus c'hoant labourat ganin war an dra-se. Hag e rannimp al labour etrezomp. A-galon meu amish --Gwendal.P 5 Eos 2007 da 17:29 (UTC)
Roll ar bibien
kemmañKrogomp e-barzh neuze. Ober a rin ur bajenn evit an enep-pibien. Mod-all evit an anvioù eo ret kentoc'h ober ur golonenn gant an anv e latin, unan all gant anv orin ar pab (da skouer Karol Vojtila evit Yann-Baol II) hag e penn kentañ toud an anv brezhonekaet. Met arabat ober biloù, ne vo ket gwall diaes: pe treiñ an anv, pe brezhonekat ar skritur. Ma z'eo er ziaes e vo goulennet da implijerien ha merourien'zo (lennet am eus e oa bet aozet prantadoù labour evit treiñ anv Hen-Gresia, neuze evit treiñ un nebeut anvioù a bibien ne vo ket gwall diaes evito). Met d'am sonj e vo tu deomp dont a-benn eus ar gudennadur-se. Krogomp e barzh meu amish. Bec'h d'ar bibien. A-galon --Gwendal.P 5 Eos 2007 da 19:31 (UTC)
Rannañ al labour
kemmañDav vefe deomp rannañ ar prantadoù istorel/lodennoù an daolenn etrezomp. Kemer a ran eus 250 betek 499, ha te eus 250 betek 499, pe ar c'hontrol ma peus c'hoant. Ha kas din ar prantadoù istorel/lodennoù peus c'hoant ober. A-benn nebeut meu amish ! --Gwendal.P 6 Eos 2007 da 11:18 (UTC)
Reizhadenn
kemmañSalud ma amish !!! Youhou echu roll ar bibien !!! Estonet on ne vefe ket bet hiroc'h ganeomp evit e ober. Met kae da welet war pajenn kaozadenn ar pennad, Benoni en eus lakaet evezhiadennoù evit an anvioù troet e brezhoneg. Neuze dav vefe deomp reizhañ an taolennoù hon eus graet. Evit ar reizhadenn pep hini a dalc'h an daolenn en eus graet ha paset mat an afer! Mod all tu vefe kregiñ ul labour war Israelia ha Palestinia. Kinnig a ran kregiñ gant an douaroniezh ha gant kerioù ha lec'hioù pouezus ar vro. Lar din ar pezh a sonjez diwar-se ha lar din ar pezh pefe c'hoant ober (labouromp en ur mod a-stroll war pajanneoù bras, ha hiniennel war pajennoù bihanoc'h) ha klaskomp framañ ha rakwel hor labour o tont. A-galon ha da virviken meu bichon! --Gwendal.P 7 Eos 2007 da 14:40 (UTC)
Sonaozourien ar romantelezh
kemmañSonaozourien ar romantelezh a zo mat din... Benoni (Kaozeadenn) 7 Eos 2007 da 14:11 (UTC)
Labouromp ha labouromp atav !!!
kemmañSalud ma amish !!! Prest da adkregiñ e-barzh ? Rak ur c'hinnig am eus: loc'homp gant labourioù bihan diwar-benn Palestinia ha Israel (da skouer ar monumantoù, an dezerzhioù, kerioù pe lec'hioù, kevredigezhioù politikel'zo, hag all,...), traoù aes evit kregiñ. Met daoust hag e vefes dedennet gant ul labour a-stroll evel an hini hon oa graet evit ar bibien. Efedus eo bet, neuze perak paz adkregiñ gant ul labour on o paouez loc'hañ: ur bajenn diwar-benn Levr Kells!!! Start e vo, startoc'h eget roll ar bibien met a-stroll e zaio buhanoc'h. Neuze, a-du pe get. Respont din ar buhanañ ma c'hellez, kement evit al labourigoù evit an Douar Santel get evit hini diwar-benn Levr Kells. A-benn nebeut meu amish... A-galon --Gwendal.P 2 Gwe 2007 da 17:06 (UTC)
Kendivizoù reolata nevez
kemmañDaou gendiviz reolata nevez a zo bet digoret:
- Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud
- Wikipedia:Kendivizoù reolata/Stumm pennañ anvioù-lec'h estren/Kinnig
Trugarez dit da reiñ da ali evit ma vije tizhet ar c'henemglev ledanañ posubl. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 21 Gwe 2007 da 16:38 (UTC)
Patromoù
kemmañDiwall gant ar pezh a rez ouzh ar patromoù: ret eo lakaat noinclude, mod all e lakaes rummadoù fall er pennadoù... Sellet ouzh ar c'hemm am eus graet war Patrom:Kameroun evel skouer. Benoni (Kaozeadenn) 6 Her 2007 da 18:46 (UTC)
Kemennoù: vot ha wikiarroud
kemmañDemat! Ur vot war an anvioù-tud a zo digoret amañ. Trugarez da reiñ da ali. Mod all, ur raktres wikiarroud a zo digoret amañ. Trugarez dit da deurel ur sell ha da reiñ da ali en davarn. Trugarez ivez da sevel un nebeut pajennoù ma 't eus amzer evit ma teufe da vezañ ofisiel ar wikiarroud ar buanañ ar gwellañ. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 13 Her 2007 da 14:03 (UTC)
Anvioù ar bibien
kemmañSachañ da evezh a garfen war un draig: kavet em eus e oa reizh resisaat evit petra e vote an dud, ha lakaet em eus ur gerig bennak ouzhpenn:
- Brezhonekaet e vo anv an holl bibien: Yann-Baol, Benead, Pi, Yann, Kaius, Serj, hag all diwar skouer ar galleg dre vras (war-bouez Caius), hag ar yezhoù latin.
Heñvel em eus graet evit an eil frazenn:
- Dalc'het e vo d'ar stumm e brezhoneg pa vez testeniekaet (Yann-Baol, Benead, Paol, Yann, Pi, hag all) ha mod all e vo dalc'het d'ar furm latin (Julius, Clemens, Urbanus, Anacletus, Marcellinus, hag all) diwar skouer ar saozneg hag an alamaneg.
D'am soñj eo mat gouzout penaos e vez graet gant ar re all. A galon. Bianchi-Bihan 19 Her 2007 da 01:18 (UTC)
- N'eo ket posubl: ne vez ket cheñchet testenn ur vot ur wech kroget gant ar vot. Ouzhpenn-se e disoñj Bianchi-Bihan ez eo bet kembraeget an holl anvioù e kembraeg ivez, hag all. Evel ma lavar Fulup Jakez, rener Ofis ar brezhoneg, kement-mañ a zo un hengoun e brezhoneg hag e darn vrasañ yezhoù Europa gatolik. Benoni (Kaozeadenn) 19 Her 2007 da 09:04 (UTC)
Salud meu mignon. Nemet evit gouzout un dra: en da bennadoù a ziwar-benn brezel Alkeria, daoust hag e kavez gwelloc'h implijout an dro lavar "putsch ar jeneraled" pe mod-all ar ger "irien" hag a dalv "complot". Evidon e kavan gwelloc'h implijout ar ger muiañ implijet gant an istorourien. Dit da welet pe marteze peus ur mennozh all... A-galon --Gwendal.P 30 Du 2007 da 22:29 (UTC)
Levr Kells da genderc'hel
kemmañSalud ma amish !!! Hag a-du e vefes da labourat ganin war pennad Levr Kells evit e welaat? Kroget am boa ar pennad met n'am eus ket kendalc'het. Gellout a rafemp treiñ eus ar galleg/saozneg evit traoù'zo ha labourat war dielloù all ez eus tu kavout. D'am soñj e vefe tu ober ur pennad brav asambles. A-benn nebeut meu amish. --Gwendal.P 17 Kzu 2007 da 00:19 (UTC)
Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù mat. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad mat" d'ar pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 16:15 (UTC)