Fañch al Lae : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 6:
Mab e oa da Vari Janed, Marie-Jeanne Kokin, hag e dad Yann-Vari Al Lae a oa [[martolod]]. Fañch-Mari Al Lae a zo kroget ivez gant ar vicher a vartolod da 12 vloaz. Dont a reas da vezañ evezhier skolaj a-raok mont da gelenner war an istor e lise [[Château-Gontier]]. E 1884 ez eas da gelenner da lise [[Pondivi]].
 
E 1912 e voe doktorelaet war al lizhiri e [[Roazhon]] gant div zezenndezenn e galleg « Histoire de la ville et communauté de Pontivy au XVIIIe siècle » ha « le paysan et la terre sous la seigneurie de Coatanfao, paroisse de Séglien au XVIIIe siècle ». Met, bez' en devo ur gwall gleñved ha na gendalc'ho ket gant e studioù skol-veur.
 
Neuze e krogas da skrivañ. Barzhonegoù a skrivas e galleg hag e brezhoneg ([[L'Hermine]]) eus 1895 da 1904. Kemer a reas e leve e 1924. Distreiñ a reas da vevañ war e leve d'e barrez c'henidik gant Lokiregiz, eus 1928 da 1936. Neuze e skrivas kalzik e galleg hag e brezhoneg, ha sevel a reas ''Bilzig'' a zo marteze ar romant gwellañ bet embannet e brezhoneg d'ar c'houlz-se ha sur unan eus ar re goantañ.