Joseph Goebbels : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 113:
 
Ar strollad-se (Goebbels, Himmler ha Speer) a oa deuet da vezañ, e pad mareoù diwezhañ ar brezel, kellig galloud pouezusañ en IIIde Reich. Met Bormann a glaskas enebiñ ouzh an darvoud-se. Neuze e arveras al levezhon en devoa gounezet en e zarempredoù gant Hitler. Er strollad nazi e deuas a benn da gaout muioc'h a c'halloud evel Gauleiter. Uhelet e voe d'ar renk a ''Reichsverteidigungskommissare'' (Komiser gwarezour ar Reich) ha gounit a reas levezhon war an holl metoù foran. Ne chome nemet Himmler evit herzel ouzh emled Bormann er Reich. A-drugarez d'e garg e maodiern an diabarzh: gauleiterien Bormann oant ankeniet abalamour da SSed Himmler. Posubl e oa dezhañ eilpennañ kargidi Bormann gant izili ar gward du, pa viche er polis pe e lec'hioù all.
 
Goebbels a welas Himmler evel ur c'hevredad posubl a-enep Bormann. E 1944 grogas da zamlavar e echufe ar brezel ma vefe lakaet eñ e penn politikerezh ar riez ha Himmler e penn ar [[Wehrmacht]]. Met dilezel a reas ar mennoz-se pa verzhas ne oa ket gouest Himmler da gendrec'hiñ Hitler da lakat Bormann da gostez. Ret e oa dezhañ asentiñ e izhelañ renk.
 
==Levrioù Goebbels==