Joseph Goebbels : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 112:
E-kerzh an enkadenn armerzhel alaman e fin 1944, Goebbels a glaskas un emglev nevez gant Speer a-benn digalloudekat Göring ha dreist-holl gwanaat e levezhon milourel er C'hornog. E miz Gouere, da heul dilestradegoù Bro C'hall ha tagadennoù an URSS e [[Bielorusia]], e voe roet da Goebbels an titl a ''Reichsbevollmächtigter für den totalen Kriegseinsatz an der Heimatfront''. Roet e voe kement da Speer war ar sav-poent armerzhel. D'ar stad-se Hitler a oa boaziet da rannañ muioc'h muiañar galloudoù etre e jeneraled. Brasaet e voe galloud Himmler, kaset e penn maodiern an diabarzh er memes koulz.
 
Ar strollad-se (Goebbels, Himmler ha Speer) a oa deuet da vezañ, e pad mareoù diwezhañ ar brezel, kellig galloud pouezusañ en IIIde Reich. Met Bormann a glaskas enebiñ ouzh an darvoud-se. Neuze e arveras al levezhonlevezon en devoa gounezet en e zarempredoù gant Hitler. Er strollad nazi e deuas a benn da gaout muioc'h a c'halloud evel Gauleiter. Uhelet e voe d'ar renk a ''Reichsverteidigungskommissare'' (Komiser gwarezour ar Reich) ha gounit a reas levezhon war an holl metoù foran. Ne chome nemet Himmler evit herzel ouzh emled Bormann er Reich. A-drugarez d'e garg e maodiern an diabarzh: gauleiterien Bormann oant ankeniet abalamour da SSed Himmler. Posubl e oa dezhañ eilpennañ kargidi Bormann gant izili ar gward du, pa viche er polis pe e lec'hioù all.
 
Goebbels a welas Himmler evel ur c'hevredad posubl a-enep Bormann. E 1944 grogas da zamlavar e echufe ar brezel ma vefe lakaet eñ e penn politikerezh ar riez ha Himmler e penn ar [[Wehrmacht]]. Met dilezel a reas ar mennoz-se pa verzhas ne oa ket gouest Himmler da gendrec'hiñ Hitler da lakat Bormann da gostez. Ret e oa dezhañ asentiñ e izhelañ renk.
 
E pad [[Irienn an 20 a viz Gouere 1944|irienn an 20 a viz Gouere 1944]], ar strolad se (Goebbels, Himmler ha Bormann) a enebas an [[Harzerezh Alaman]]. Un ofisour eus ar Wehrmacht anvet [[Claus Schenk graf von Stauffenberg]] a glaskas lazhañ Hitler en ur walldaol ha reiñ reolerezh un Trede Reich o koll ar brezel d'an arme. Goebbels, lakaet dindan sez en e ranndi e [[Berlin]], a glaskas prouiñ e oa bev Hitler da [[Otto Ernst Remer]] (ofisour e penn ameoù Berlin): Lakat a reas anezhañ da gomz gant Hitler er pellgomz. Raktres Stauffenberg a c'helle mont en dro nemet ma vefe bet lazhet Hitler ha nemet gloazet e oa bet.
 
==Levrioù Goebbels==