Skolveurieg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 17:
 
==Hiziv==
Gant Falc'hun hag e vignoned e veze graet ar ''skolveurieg'' eus ar skritur, pa veze lavaret ar ''falc'huneg'' gant e enebourien. Hiziv pa'z eo yenaet an enebiezh kozh ne vez ket kalz a dud ken oc'h ober gant ar ger ''skolveurieg'', ha n'eus forzh papenaos ne vez ket implijet an doare-skrivañ kalz er skolioù-meur, nag e skol-veur Brest zoken, ha gwall nebeud en deskadurezh, war-bouez unan bennak en deskadurezh katolik c'hoazh.
 
Ne vez implijet ar ''skolveurieg-falc'huneg'' nemet gant an [[embannerezh|tier-embann]]-mañ ken:
*[[Brud Nevez]]/[[Emgleo Breiz]], renet gant [[Fañch Broudig]],
*[[Ar Skol Vrezoneg]], renet c'hoazh gant [[Andreo Merser]],
*[[Minihi Levenez]] kaset en-dro gant [[Job an Irien]], a vez lakaet e bennadoù e peurunvan pa skriv e-barzh [[Ya]].
E-touez fealañ skoazellerien ar ''skolveurieg-falc'huneg'' eo ret menegiñ [[Yann-Bêr Thomin]], kuzulier-rannvro, bet maer [[Landerne]], a zoha bet e-touez renerien diwezhañ ar [[Bleun Brug]], aozadur kozh [[Yann-Vari Perrot]], deuet da vezañ un tasmant hiziv.
 
Met nebeud a bouez a chom en XXIvet kantved gant ar strolladoù-se, a oa e barr o brud er bloavezhioù 1960. Kement-se a ziskouez diskar ar bed katolik ha laik mod kozh evel just, ha hini ar brezhoneg war un dro, dre ma n'o deus ket gallet kavout tud yaouank da zerc'hel o stal en he sav.
 
==Diazezoù ar skritur==