Sandro Botticelli : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: vi:Sandro Botticelli
Linenn 17:
==Buhez==
Ganet e oa e [[Firenze]], ha deskiñ a reas ar vicher a orfebour. Goude e labouras gant [[Filippo Lippi]] a oa gant ur [[murlivadur]] en ur gouent. Bras e voe levezon Lippi war Botticelli.
[[Image:Botticelli_Primavera.jpg|thumb|left|250px|''[[La Primavera]]'' ([[1478]]): arouez an Azginivelezh eo al livadur, goulennet evit lakaat e palez Pierfrancesco de' Medici. A-gleiz da zehoù: Merc'her, ar [[C'haritezed]], [[Gwener]], [[Flora]], [[C'hloris]], [[Zefiros]].]]
A-benn [[1470]] e oa digoret gant Botticelli e stal-labour dezhañ e-unan.
 
Levezonet e voe ivez gant ar vreudeur [[Pollaiuolo]], a oa o livañ ar [[Vertuz]]ioù en ul lez-varn, ha Botticelli a reas unan anezho. Deskiñ a reas ivez gant [[Andrea del Verrocchio]], ha labourat a reas ur pennadig gant [[Leonardo da Vinci]].
 
[[Lorenzo de' Medici]] a gavas implij d'e zonezonoù. Evitañ e livas [[Ganedigezh Gwener]] a oa e kenkiz ar priñs. War vihanaat ez eas e vrud goude e varv, met dizoloet e voe e oberenn en-dro e dibenn an XIXvet kantved. Abaoe e vez gwelet evel ur skouer eus kened linennoù liverezh an Azginivelezh kentañ. Hiziv n'eus ket taolennoù brudetoc'h eget e livadurioù ''[[[[Ganedigezh Gwener (Botticelli)|Ganedigezh Gwener]]]]'' ha ''[[La primavera (Botticelli)|La primavera]]'' e-touez pennoberennoù Firenze.
 
==E vuhez==