Saiga : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Robot ouzhpennet: ka:საიგა; Kemm dister
Linenn 12:
Ar '''saiga''' (''Saiga tatarica'') zo un [[antilopenn]] a vev en un nebeud tachadoù e [[Kalmoukia]], [[Kazakstan]] ha [[Mongolia]]. Ar [[spesad]] nemetañ eo er [[genad]] ''Saiga''.
 
== Doareoù pennañ ==
Heverk eo ar saiga dre e fri fiñv-difiñv a denn d'un drompilh hag a servij da dommaat an aer analet diouzh ar goañv ha silañ ar poultr diouzh an hañv. [[korn|Kerniel]] garanet zo war penn ar par.
 
Linenn 21:
[[Skeudenn:Mongolia Saiga tatarica.jpg|thumb|left]]
 
== Gouennañ ==
Tizhet e vez o oad gour gant ar parezed d'an oad a 7 pe 8 miz ha gant ar pared da 2 vloaz.
 
Ar gouennañ a c'hoarvez e miz Kerzu. An dougen a bad 5 miz ha ganet e vez daou [[menn|venn]]. Denañ a ra an hini yaouank e-pad 4 miz met gouest eo da beuriñ 1 sizhun goude e c'hanedigezh.
 
== Emzalc'h ==
Da vare ar gouennañ en em vod ar saigaed hag ober strolladoù 5 - 10 parez gant ur par. D'ar mare-se e c'hoarvez emgannoù feuls etre ar pared betek ma vefe lazhet unan anezho a-wechoù.
 
Peuriñ a ra ar saiga diouzh an deiz ha, diouzh an noz, e toull ur c'hleuz en douar evit kousket.
 
== Preizhata ==
Preizhataer pennañ ar saiga eo ar [[bleiz]]. Al [[louarn]] hag ar [[ki|c'hi]] a dag ar menned nevez-ganet.
 
Priziet eo o c'herniel er medisinerezh [[sina|sinat]]t evit lazhañ an [[terzhienn|derzhienn]].
 
 
[[Rummad:Bronneged]]
Linenn 51 ⟶ 50:
[[it:Saiga tatarica]]
[[ja:サイガ]]
[[ka:საიგა]]
[[kk:Ақбөкен]]
[[ko:사이가산양]]