Kastell Duged Breizh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: zh:布列塔尼公爵城堡
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[ImageSkeudenn:ChateauNantesEntrance1900.jpg||thumb|300px|''' Kastell Duged Breizh ''', etre 1890 ha 1905.]]
 
E [[Naoned]] emañ '''Kastell Duged Breizh''', war lez dehou al [[Liger]]. Ennañ edo duged Breizh o chom eus an XIIIvet betek ar XVvetXVIvet kantved. Ur pezh kreñvlec'h hag ur gwir palez o doa soñjet sevel evit diskouezh o galloudegezh hag o damani.
 
Fiziet en deus ti-kêr Naoned e verañ e [[2007]] d'ar [[kevredad armerzh kemmesk|gevredad armerzh kemmesk]] "Nantes Culture & Patrimoine". Ur [[Mirdi Naoned]] a zo bet savet e-barzh.
[[Image:Château Nantes 15.JPG|thumb|200px|An Tour kozh]]
 
== Mare ar stad breizhat dizalc'h ==
 
Brasoc'h-bras e teu da vezañ a-hed ar c'hantvedoù. Er 13vet kantved eo savet ar c'hastell kentañ e-harz ar voger-dro galian-ha-roman evit diwall ur vrec'henn eus al [[Liger]], ul lec'h ma oa stank an obererezhioù kenwerzh. Er 14vet kantved eo brasaet ar c'hastell hag adsavet eo moger-dro kêr a-raok he astenn. Ne chom eus ar c'hastell kozh nemet un tour lieskornek.
 
Tour ar Jakobined, anvet evel-se dre m'emañ a-dal da gouent ar Jakobined, a zo savet a-ratozh evit herzel ouzh ar c’hanolioù hag evit ober gant armoù-tan. Bolzet eo an tour ha c’hwec’h kambr-tennañ a zo kempennet e donder e voger toullet gant tarzhelloù.
 
Adalek [[1466]] e ro urzh [[Frañsez II]] da sevel ur c'hastell nevez e plas kastell an Tour Nevez. Duged Breizh o doa savet kreñlec'hioù a-hed [[Marzhioù Breizh]] hag o c'hastell e Naoned a oa pennlec’h reizhiad difenn Breizh. Hag e gwirionez, biskoazh, a-hed e istor, n 'eo lakaet seziz warnañ da vat.
 
Er 15vet kanted e teu da vezañ anat e fell da roueed Bro-C’hall lakaat o beli war Breizh. Bro-C'hall en deus deuet da vezañ eta ur gourdrouz bras e plas Bro-Saoz. E [[1475]] eo kroget da sevel tour an Houarn-Marc’h, anvet evel-se abalamour d’e stumm e U. Er gevred eo savet, eus an tu ma c’hall dont an armeoù gall. D’an 28 a viz Gouere [[1488]] eo trec'het armeoù an dug [[Frañsez II]] e [[Sant-Albin-an-Hiliber]]. Goude e varv eo ret d’e verc’h henañ, [[Anna Vreizh|Anna]], dimeziñ gant roue Bro-C’hall [[Charlez VIII a Vro-C'hall|Charlez VIII]] e [[1491]]. Etre 1491 ha 1494 eo savet ar ramparzh war ribl al Liger evit gwareziñ ar c’hastell eus tu ar stêr. Toullet eo gant un nor a zo serret gant ur gloued er penn-kentañ.
 
== Ar C'hastell dindan galloud ar C'hallaoued ==
Adalek fin dizalc'hiezh Breizh n'eo ket annezet ar c'hastell gant ar galloud politikel.
 
Er 16vet kantved eo roet urzh gant [[Frañsez Iañ a Vro-C'hall]] da ouzhpennañ ur savadur eus tu ar porzh ha da gemm an talad-moger.
 
E-skeud ar [[brezelioù relijion]] etre protestanted ha katoliked eo roet urzh gant [[gouarnour Breizh]] da ouzhpennañ, adalek [[1582]], ur savenn-ganolierezh ha daou savadur begek, ar « begoù-moger ». Distrujet eo bet an holl anezho nemet beg-moger Sant-Pêr, e kroaz moger-dro kêr na chom anezhi nemet aspadennoù un tour.
 
Er 17vet kantved e teu Tour ar Spagnoled da vezañ un toull-bac’h. Roet eo an anv-se dezhañ e koun an tri ofiser spagnol ha tregont a voe bac’het eno goude [[emgann Rocroi]].
 
E 1800, diskar ur plañchod brein a laka tan da gregiñ e teir zonennad poultr a zo sanailhet en tour-mañ. Bras eo an dismantroù, ken e-keñver tud ken e-keñver traoù.
 
Ur voger skilt a zo savet gant an arme c'hall e [[1806]] evit stankañ an toull. Diazezoù tour ar Spagnoled a c’haller gwelet c’hoazh en deiz a hiziv en douvezioù.
 
==Pezhioù savouriezh ar C'hastell==
Rummet e voe ar c'hastell [[monumant istorel]] e [[1840]]. Perc'henniezh ti-kêr [[Naoned]] eo hiziv hon deiz.
 
===Mont-tre pennañ ar c'hastell===
Lec’h gwanañ ar c’hastell e oa an nor. Dor bennañ ar c’hastell a oa teir dor outañ en holl. Er penn-kentañ e oa ur gloued ha div zor gant [[pont-gwint|pontoù-gwint]] : an eil evit lezel ar c’hirri hag ar varc’hegerien da dremen, hag eben vihanoc’h evit an dud war droad. A-benn gwareziñ an nor bennañ-mañ e voe savet daou dour outi da vare ren Frañsez II : tour an Troadig-heizez ha tour ar Vouloñjeri. Er penn-kentañ e oa ur gorzenn a-uc’h an nor bennañ. Adalek ar 17vet kantved e voe savet ur c’hlotiig en he flas ha troet ar c’hastellig da doull-bac’h ha da stalioù-armoù.
 
===Sal an harnezerezh===
E [[1784]] ec’h asantas ar roue gall [[Loeiz XVI]] d’ur raktres da dreiñ ar c’hastell da arsanailh e-sell da zifenn aodoù ar Meurvor Atlantel. Neuze e voe savet ar savadur-mañ evit reiñ goudor d’ur stal-ganolierezh ha da sanailhoù armoù ha tennoù. Ul lec’h diskouezadegoù eo bremañ.
 
===Ar Gouarnamant Bihan===
An ti bihan-mañ a zo bet darempredet gant holl roueed Bro-C’hall, adalek [[Frañsez Iañ a Vro-C'hall|Frañsez Iañ]] - a lakaas sevel anezhañ - betek [[Loeiz XIV]]. D’an 13 a viz Ebrel [[1598]] e teuas [[Herri IV a Vro-C'hall]] da chom er c’hastell hag eno e sinas testenn vrudet [[Edit Naoned]]. Gant ar skrid-se e voe lezet un tamm frankiz-krediñ d’ar [[protestanted|brotestanted]].
 
=== Tour ar Houarn-Marc'h ===
Evel holl dourioù ar c’hastelloù-kreñv diwezhat eo ijinet evit an difenn koulz hag evit al lojañ. Al live izelañ en adraoñ a zo e darempred gant un doare garidell, un douribell izel ouzhpennet en douvez gant [[Merkeur]] e dibenn ar 16vet kantved.
 
=== Tour ar Jakobined ===
Tour ar Saozon a vez graet ivez eus an tour-mañ rak eno e oa bet toullbac’het soudarded saoz en 18vet kantved. Meur a wech eo bet adkempennet lein an tour ; ur savenn-ganolierezh eo en deiz a hiziv. Gant enklaskoù henoniel ez eus gallet priziañ mentoù gwirion ar savadur a oa warnañ er 15vet kantved.
 
[[ImageSkeudenn:Château Nantes 15.JPG|thumb|200px|An Tour kozh]]
 
== Liammoù diavaez ==