Boukaner : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: da:Boucaniers
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Pyle pirate handsome.jpg|thumb|right|Ur boukaner (titl : ''Buccaneer of the Caribbean'') ijinet gant [[Howard Pyle]], en e levr ''Howard Pyle's Book of Pirates'']]
Ur '''boukaner''' (eus ''boukan'', grilh pe kloued koad, kig mogedet e rannyezh indianed an inizi Karaib) a zo da gentañ penn anv ur chaseour a chasee ejened gouez e koadoù enezenn [[Saint-Domingue]] (enez [[Hispaniola]]) pe en ouf [[Campeche]] hag a voukane (da lavaret eo sechiñ ha mogediñ) ar c’hig anezho. War enez [[La Tortue]] e raent o diazezlec'h kenwerzh avat.
 
Ledanaet e voe implij ar ger, hag e voe implijet evit taolenniñ an holl vorlaeron a voe kavet stank en [[Amerika]]. Lod brasañ anezho a oa kantreidi c’hall pe norman en em stalias war an enezenn e dibenn ar
XVI<sup>vet</sup> kantved, padal e oa perc’hennet [[Saint-Domingue]] gant ar Spagnoliz. Eno e prientent kroc’hen an ejened hag e werzhe anezhañ en [[Europa]]. Daoust ma voe peurlazhet an holl ejened-se gant ar Spagnoliz e chomas a voukanerien war an enezenn hag e krogjont gant al laerezh mor. Ez wir e c'hoarveze dezho kaout perzh en un ergerzhadeg bennak, ne oa ket o obererezh pennañ avat. Ur gouarnour gall a voe kaset war al lec’h e [[1665]].
 
{{commons|The Buccaneers of America|''Boukanerien Amekica''}}