Galv (aozadur) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : '''Galv''' a oa un aozadur-stourm evit ar brezhoneg hag a oa bet krouet e 1969 e Brest gant UDB, ar JEB, hag Ar Falz. E penn an aozadur e oa Fañch Broudig, ha tud ...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Galv''' a oa un aozadur-stourm evit ar brezhoneg hag a oa bet krouet e 1969 e Brest gant [[UDB]], ar [[JEB]], hag [[Ar Falz]].
 
E penn an aozadur e oa [[Fañch Broudig]], ha tud all eus UDB dreist-holl : [[Yves Le Berre]], [[Jean Le Dû]] ( a eas war-du ar PCF prestik goude), [[Erwan Evenou]], [[Jean-Yves Lagadeg]]. Awenet e oa ar strollad gant ar varksouriezh diouzh ar c'hiz goude 1968. Kinnig a rae goulenn kreskiñ kelenn ar brezhoneg er skol, en ur mare ma ne oa tost netra, met ne ginnige ket ober kalz tra d'an izili, ha ne oa ket brudet. Er memes amzer, an FLB nevez savet a rae muioc'h a drouz. <br />
 
Daou vloaz e padas ar strollad a-raok mont da get.
 
==Kerzhout evit ar yezh==
Kerzhadegoù a voe aozet evit ar yezh, evel an hini eus [[Plouae]] d'an Oriant e 1970.