Keflusker Stirling : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 25:
E-penn kentañ ar c’helc’hiad e vez kaset ar gaz endalc’het er c’heflusker davet al lodenn tomm : kreskiñ ’ra e demperadur ha neuze e wask. Laosket e vez goude ar ribouler da gilaat dindan gwask ar gaz : treuzfeurmet eo bet energiezh termek ar gaz en energiezh mekanek. Met dre ma ne c’hall ket ar gaz en em emledañ dibaouez e vo ret kenwaskañ anezhañ a-benn distreiñ e penn kentañ ar c’helc’hiad, en ur implijout an neubeutañ a energiezh mekanek ma c’haller. Evit en ober e vo kaset ar gaz adalek al lodenn tomm davet al lodenn yen a-benn digreskiñ e wask, kenwasket e vo ar gaz da c’houde. Dre ma vez bevezet nebeutoc’h a energiezh evit kenwaskañ ar gaz yenaet eget ma vez daspugnet gant emled ar gaz tommet evez produet energiezh mekanek. Anvet e vez ar c’helc’hiad-se kelc’hiad Stirling, daoust ma n’eo ket [[Robert Stirling]] hag en deus e ziskrivet.
 
Al lodenn tomm a veze tommet gant glaou da vare [[Robert Stirling]], met n’eo ket 'blam da-se n’ez eus ket moien tommañ anezhi gant petrol, gaz naturel pe koatkoad, petramantpeotramant gant energiezhioù adnevesaüs, skinoù an heol pe gwrez-douar da skouer.
 
 
Linenn 56:
*Un efedusted uhel en deus hag ouzhpenn-se ez eus moien da implijout anezhañ d'ober kenganerezh.
*Aez da zerc’hel a drugarez ma n’ez eus eskemm ebet etre ar maez hag an diabarzh, reaktadenn kimiek ebet ennañ hag ur veizherezh simpl.
*Liester an andonioù tomm posupl : skinoù an Heol, geotermiezh, koatkoad, petrol pe memes tommder ar c’horf.
*Amginus eo a-drugarez d’e gelc’hiad. En ur luskañ anezhañ gant ur c’heflusker all e teu da vezañ ur pomp gwrez a c’hall tommañ a-us 700°C pe yenañ da -200°C.
*Ecologeloc’h eo rak ez eo kalz aesoc’h ober un devidigezh klok en diavaez eget en diabarzh ur c’heflusker.