C'hoarezed Brontë : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
tennañ, reizhañ ha difaziañ
D Robot ouzhpennet: fa, gan, hu, ko, no, ru, vi kemmet: en, et, fr; Kemm dister
Linenn 1:
{{Raktres Lise Diwan}}
[[ImageSkeudenn:Brontë.jpg|thumb|right|280px|''Anne, Emily ha Charlotte Brontë'', livet gant o breur [[Branwell Brontë]] (war-dro 1834).]]
 
Ar c'hoarezed '''Brontë''' [[Charlotte Brontë|Charlotte]] (ganet d'an [[21 a viz Ebrel]] [[1816]]), [[Emily Brontë|Emily]] (ganet d'an [[30 a viz Gouhere]] [[1818]]) hag [[Anne Brontë|Anne]] (ganet d'ar [[17 a viz Genver]] [[1820]]), a zo skrivagnerezed saoz eus ar bloavezhioù 1840-50.
 
Trouz a voe en-dro d'o oberennoù pa voent embannet a-raok bezañ degemeret e-touez levrioù meur al lennegezh [[saoznek]].
 
Merc'hed e oant da b-[[Patrick Brontë]] (anavet ivez evel ''Brunty'' pe ''Prunty''), ganet e [[Kontelezh Down]], e Bro [[Iwerzhon]], beleg anglikan.
 
== Buhez ar vugale Bronte ==
E 1820 e teujont da chom e prespital [[Haworth]], e [[Yorkshire]]. Pa varvas o mamm e chomas o zad gant c'hwec'h bugel bihanik. Neuze e teuas e [[c'hoar-gaer]], Elizabeth Branwell, d'e skoazellañ. Ur vaouez reut ha rust e oa. Un deskadurezh hep teneridigezh na flouradenn ebet a roas d'ar vugale Brontë. Reiñ a rae dezho ur c'hensentidigezh rust eus ar vuhez. Adalek ar mintin e oa ret dezho debriñ ur verenn vihan treut. Ar vugale, goude bezañ debret, a oa ret dezho lavarout o fedenn. War-lerc'h, evit ar merc'hed e oa ret dezho ober menaj ha pa veze ar menaj echuet, e chome ar gwirierezh, gwiaderezh pe vroderezh a-raok pedenn an noz ha lennadenn ar [[Bibl]]. Pebezh devezhioù evit ar c'hoarezed Brontë. Kement-se a veze graet ganto bemdez. Evit ar merc'hed Brontë e oa tristik, hirvoudus ha heñvel bepred an devezhioù. Evit mont kuit eus ar bed-se, ar vugale Brontë a groue neuze ur bed all a-drugarez d'o awen. Ur wech evit deiz ha bloaz Branwell (paotr nemetañ ar familh) e prof Patrick dezhañ daouzek soudard e koad. Ar c'hoarezed hag o breur a gav faltazi diwar ar soudard-se. Setu ma krogont, Anne, Charlotte, Branwell, hag Emily, da grouiñ ur bed faltaziek. Lakaat a reont e pleustr e-barzh danevelloù, barzhonegoù, pennadoù kazetennerezh, pezhioù c'hoari... Goude e 1831, goude kimiad Charlotte evit he studiadennoù, e krou Emily hag Anne Bro Gondal, ur vro faltaziek sturiet gant Augusta Geraldine Almeda ur vaouez krouet ganti. A-drugarez da V/Bro Gondal he deus kavet Emily he awen evit he barzhonegoù.
 
== Cowan Bridge ==
Evit ar pastor Brontë eo ar skol-lojañ, un deskadurezh reizh, hag ar Reverant Wilson en deus krouet unan e Cowan Bridge. Degemer a ra merc'hed ar pastor paour. Divizet eo : Maria hag Elizabeth a zaio da studiañ du-hont, Charlotte hag Emily a zeuio war o lerc'h. Anne, re yaouank c'hoazh, a chomo ar gêr gant he breur Branwell.
E-barzh Jane Eyre e zisplego Charlotte Brontë ar skol-lojañ-se. Un hollved kañvaous, skornus ha na deus disheñvelder ebet eget ur toull-bac'h gant dorioù serret, kaelioù serret, kensentidigezh rust kenañ, kriz memes...
Linenn 18:
Ar pezh a gonto Charlotte e-barzh he levr " Jane Eyre".
 
== Roe Head ==
Charlotte he deus pempzek bloaz. Lakaet eo anezhi er skol-lojañ evit ar merc'hed e Roe Head. Roet e vez dezhi un tamm arnod d'ober evit gouzout he anaoudegezhioù skol. Un gwallreuz eo, dreist-holl e matematik. Da heul e vez roet dezhi ur folenn evit skrivañ, evel un skridaozadenn. Amañ, eo ar gelennerien souezhet mik. Ar plac'hig a skriv pajennoù ha pajennoù, buan ha mat. Laosket e vez anezhi da kendec'hel. Ar mennozhioù hag an doare skrivañ a ro dezhi un donezon lennegezh. Tremen a raio e Roe Head tri bloavezh eurus, pell eus eñvor ar poan eus skol-lojañ Cowan Bridge.
Distreiñ a ra Charlotte er presbital e Haworth da driwec'h bloaz. Chom a ra un tammig amzer hepken rak rener ar skol-lojañ Roe Head, he deus miret un eñvor mat eus Charlotte, hag a ginnig neuze da Charlotte laboural evel kasourez du-hont. A-du eo Charlotte. Mont a ra neuze gant Emily, hi enskrivet evel skoliadez. Met Emily, pell eus ar maez, eus he fourmenadennoù bras gant he c'hi, a gav hir he amzer er skol-lojañ. Ne blij ket dezhi bezañ klaouiniet. Mont a ra neuze kuit Emily eus ar skol-lojañ ha distreiñ a ra e Haworth. Adkavout a ra neuze e takadoù bras.
Anne a zeu neuze e Roe Head e plas Emily.
 
== Ar vuhez e prestital ==
Ar vuhez er presbital a cheñch, Branwell a za kuit. Kavet en deus ul labour evel kelenner, hag Emily a laosk he c'hi hag he zi evit mont ivez da labourat. Kavet he deus ul labour evel gouarnerez. Un dra nevez all a c'hoarvez : Ur pastor a c'houlenn Charlotte da zimeziñ gantañ met ar respont zo negativel. Charlotte a za kuit eus he labour e Roe Head ha labour a ra evel gouarnerez e-barzh ur familh pinvidik kenañ. Met ar labour-se zo skuizhus kenañ evit Charlotte mont a ra kuit neuze da Vro V/Belgia gant he c'hoar Emily. Chom a ra Anne e Bro-saoz e-lec'h he deus kavet ul labour ha ne blij ket dezhi.
Emily ha Charlotte zo resevet e ker Brusel e-barzh ur skol-lojañ, renet gant Itron Héger. An div saozon a zesk ar galleg. Charlotte a studi al lennegezh gant Constantin Héger, gwaz Itron Héger.
Linenn 35:
Adkouezhañ a ra Branwell e-barzh an dramm hag an alkool. Gwashoc'h-gwashañ eo eñ.
 
== Ur mennoz kaer ==
Ur wech e-barzh o c'hegin. Charlotte a wel barzhonegoù skrivet gant Emily. Kavout a ra ar barzhonegoù-se brav kenañ hag ur mennozh he deus. Perak pas embannañ anezho. A-du eo Emily. Klask a ra un ti-embann, hag e kav unan. Ne reas ket berzh nemeur, peogwir ne voe gwerzhet nemet div skouerenn a-hervez. Neuze e krogjont da skrivañ pep a romant. Neuze ur pennadig diskouez a reont o levr " Wuthering heights" evit Emily "Agnès Grey" evit Anne hag " Ar c'helenner" evit Charlotte.
Agrès Grey ha Wuthering heights zo degemeret met ar c'helenner zo nac'het. Charlotte na goll ket a fiziañs enni hag e krog da skrivañ Jane Eyre. E 1847, Charlotte a echu Jane Eyre, ur pennvad eo. Met ar muiañ a verzh a voe graet gant ''[[Jane Eyre]]'', neuze evel hiriv c'hoazh.
 
== Anv pluenn ==
Al levrioù-se zo bet skrivet dindan anvioù pluenn paotr : Currer (Charlotte) Ellis (Emily) hag Acton (Anne) Bell. Miret o deus o lizherenn kentañ eus o anvioù bihan hag eus o anv.
Tout an dud en em soñj. Piv int ar skrivagnerien-se ? Eus pelec'h emaint o tont... ?
 
 
== Strignañ ar mister ==
E haworth, ar merc'hed o deus c'hoant strignañ ar mister. Diviz a reont neuze da vont betek o ti-embann e Londrez evit tiskouez o fenn. Ar rener a sell outi, hag e zesk ez eo ar breudeur Bell e wirionez ar c'hoarezed Bronte. Souezhet mik eo.
Daoust hag eñ eo posubl e vefe unan eus an teir flac'h-se o seblantout dous ha fur o srkivañ ur romant ken du gant kasoni ha Wuthering Heights ?
Linenn 51:
 
 
== Yec'hed fall ==
Yec'hed Branwell a z'a war-fallaat, ar paotr yaouank zo tapet gant an torzhellerezh. An nozvezh en ur zistreiñ eus e labour, Branwell a kouezh mezv dall war al leur. Un den a dremen hag a kas anezhañ d'ar presbital. Ober a ra ur barr diwezhañ eus delirium tremens (degaset gant an alkol) a-raok kouezhañ ur wech diwezhañ ouzhpenn. Echu eo.
Emily a skriv barzhonegoù evit he breur. Diaes kenañ eo eviti asañtiñ marv he breur. Emily a grog da vezañ klañv. Diaes eo eviti tennañ he anal, terzhienn he deus, skrijadennoù... Nac'hañ a ra da welout ur medisin. Mont a ra kuit, hep ma vefe un den o sell outi, hag e za da welout ar gweledva. Memes ma z'eo fall an amzer, he hunvre diwezhañ ez eo sellout outi a-raok vervel.
Linenn 66:
 
-->
=== Emily Brontë ===
[[Emily Brontë|Emily Jane Brontë]] (1818-1848), a oa pempvet merc'h ar pastor, a zo bet o chom e [[Yorkshire]] a-hed he buhez verr. Divrud eo bet en he bev pa vez lakaet bremañ, gant ur romant hag un dastumad barzhonegoù, e lein al lennegezh saoznek.
 
=== Anne Brontë ===
N'eo ket ken anavet Anne (1820-1849) hag he div c'hoar, ne oa ket ken barrek hag int, a zo bet lavaret. Koulskoude ez eus deuet daou romant a zindan he fluenn, ha meuleudi zo bet kanet dezho abalamour d'an nerzh buhezegezhel ha d'ar wirionded zo enne:
* ''Agnes Grey'' (1847), zo savet diwar-benn buhez ur c'houarnerez.
* ''The Tenant of Wildfell Hall'' (1848), istor ur plac'h yaouank dimezet d'ur [[gastaouer]]
 
=== Branwell Bronte ===
 
Branwell, eñ deus divizet bevañ en ur hent disheñvel. Disheñvel eo eus e c'hoarezed. Bez en deus ur vuhez fourgasusoc'h eget e c'hoarezed. Ar pezh ez eo fall rak kouezhañ a ra e-barzh an alkool hag ar dramm.
=== Liammoù diavaez ===
* {{en}} [http://www.bronte.info/ Brontë Parsonage Museum]
* {{en}} [http://groups.yahoo.com/group/BronteSistersLinks/ Bronte Sisters Links]
* {{en}} [http://bronteana.blogspot.com/ Brontëana]
* {{en}} [http://bronteblog.blogspot.com Un blog d'actualités concernant les Brontës.]
* {{en}} [http://www.thebrontes.net/reading/]
 
[[Rummad:tiegezhTiegezh Brontë]]
 
[[de:Geschwister Brontë]]
[[en:Brontë family]]
[[et:Õed Brontëd]]
[[fa:خواهران برونته]]
[[fr:Les Brontë]]
[[fr:Brontë (Les)]]
[[gan:布朗第姊妹]]
[[he:האחיות ברונטה]]
[[hu:Brontë nővérek]]
[[it:Sorelle Brontë]]
[[ja:ブロンテ姉妹]]
[[ko:브론테 자매]]
[[frno:Les Brontë]]
[[ru:Сёстры Бронте]]
[[vi:Chị em nhà Brontë]]
[[zh:勃朗特]]