Konomor : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 24:
 
==Roue kriz==
Un den kriz-meurbet eo Konomor er mojennoù. Lazhañ a ra e wragez kenkent ha bugale gante. Hervez ar vojenn e vije bet diouganet dezhañ e vije bet lazhet gant e vab ha strivañ a reas d'en em zizober diouzh kement mab a oa ganet dezhañ. An hini diwezhañ e oa [[Trifina]] (santez a orin eus Sikilia) a oa merc'h da [[Gwereg Iañ]], ha c'hoar da [[Kanao Iañ]] ha [[Macliau]] . Gwilioudiñ a reas-hi ha genel [[Treveur]]. Gourc'hemenn a reas Konomor e zibennañ. Poltred ar roue kriz ha droug a vez taolennet e Buhezioù ar Sent bet skrivet 5 kantved goude e varv a ziskouez splann n'en doa ket brud vat e-touez ar venec'h kristen. Hervez lenneien zo e c'hellfe dont ar vrud-se dre ma vije chomet feal ar roue Konomor da feiz kozh ar gelted ha n'en doa ket asantet heuliaén ar relijion kristen.
 
Krediñ a ra lenneien zo e c'hallfe bezañ ar roue [[Marc'h]] e mojenn [[Tristan hag Izold]], hag ivez [[Paotr e varv glas]] ar c'hontadennoù. Adkavet vez bet roud ur roue Vonomor e Kerne-Veur hag e rouantelezh en dije gallet en em astenn diouzh an daou du diouzh mor Breizh.
 
==Mojennoù==