For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Treveur1, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Treveur1. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg. --Y-M D (kaozeal) 15 Her 2010 da 20:39 (UTC)Respont


Salud dit, Kalzig a bennadoù em eus da skrivañ ha n'eo ket evit ar blijadur hepken met evit un abadenn skinwel a vo aozet evit krennarded. Ezhomm o do klask titouroù war wikipedia ha ret eo prientiñ ar pajennoù en a-raok. Kontant vefen da gaout un tamm skoazell ma zo tud prest da sikour. --Treveur1

Plijus eo gwelet e vez implijet Wikipedia evit a-bep seurt traoù, evel un abadenn skinwel da skouer. Hag eus peseurt abadenn a zo kaoz neuze, produet gant piv, ha war peseurt chadenn e vo skignet ? Ha peseurt doare pennadoù 'peus da sevel neuze, war peseurt tem ? Alas n'am eus ket kalz amzer setu ne c'hellan ket sikour ac'hanout, met ma peus ezhomm traoù resis (patromoù ispisial...) pe ma peus goulennoù da sevel e vin amañ evit respont ha klask diskoulmoù. A galon --Y-M D (kaozeal) 18 Her 2010 da 05:42 (UTC)Respont

Salud dit ! Gourc'hemennoù evit ar pennadoù zo bet savet ganit ! Klask lakaat liammoù gant ar pennadoù a gaver e yezhoù all (evel ma'm eus graet evit Karrez hud da skouer, [1]). Aesoc'h e vo evit an dud all o do c'hoant da sikour ha da ouzhpennañ traoù e-barzh da bennad. A galon, --Llydawr 18 Her 2010 da 10:48 (UTC)Respont

Pêr kemmañ

... eo an anv. A galon. Bianchi-Bihan 24 Her 2010 da 16:30 (UTC)Respont

Trugarez kemmañ

Gwelet ’meus da bennadoù, trugarez deoc’h.

Met marteze ur gudenn vo gant da restroù. N’eo ket skrivet eus pelec’h eo ar rest. Gallout a rez titourañ ?

A galon, VIGNERON 18 Ebr 2011 da 07:50 (UTC)Respont

(PS: un liamm zo gant ar c’hoari : « Ar 7 Alc'houez » ?)