Iliz Bro-Saoz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 21:
E 1833 e voe savet, e diabarzh luskad ''saoz-katolik''. Ar pal anezhi a oa heñvelaat ar muiañ ma c'halled an Iliz Anglikan ouzh an Iliz Katolik. En-dro da [[Edward Bouverie Pusey|Edward Pusey]] pergen, ur strollad anglikan saoz a oa o fal neveziñ Iliz Bro-Saoz. Unan eus renerion ar strollad-se, [[John Henry Newman|John Newman]], a zeuas betek ebarzhiñ an [[Iliz katolik e Bro-Saoz ha Kembre]] zoken.
 
Adalek eil lodenn an naontekvet kantved e savas ar goulenn da embann [[Digefridieladur (relijion, Rouantelezh-Unanaet)|digefrieladur]] an Iliz Anglikan el lodenn-mañ-lodenn eus ar [[Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon | Rouantelezh Unanet]], pezh a voe sevenet e [[Iwerzhon]] e 1869 hag e [[Kembre]] etre 1914 ha 1920, ha a c'houlenn hiziv an deiz, e [[Kernev-Veur]], al luskad [[Fry an Spyrys]] (''Dieub ar Spered''), o sevel evel-se, gant [[Iliz eskoptiel Skos]], ar Gumuniezh anglikan.