Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Kudenn embann-diembann: respont
Linenn 106:
==Roll-anvioù==
N'eo ket ur soñj fall treiñ ar roll anvioù saoznek-se a zo bet plantet er wiki brezhonek. Pa skrivez "skrivagner Holland" e ouezez eo "l'écrivain de la Hollande" e vezez o skrivañ. Ez lec'h e skrivfen kentoc'h "skrivagner eus Holland". Ec'h an da neiredezeta.[[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 16 Kzu 2006 da 22:16 (UTC)
 
== Kudenn embann-diembann: respont ==
 
Mat e vefe klask dont a-benn da gaout un diskoulm dre en em glevet seder etrezoc'h o-taou da gentañ. Setu, kinnig a ran un diskoulm a c'hellfe talvezout marteze evit sioulaat an traoù hep mont da c'hoût gant piv emañ ar gwir en afer-mañ. Ret eo klask mont war-raok atav ha tizhout kenemglevioù evit gallout leuskel a-drek ar c'hudennoù da vat ar buanañ ma c'heller.
Ma komprenan mat e sav ar gudenn diwar ar fed ma ve lakaet ur patrom resis ([[:Patrom:barrenn-glask]]) e-krec'h pennadoù o tennañ d'an dachenn-se. Gwir eo n'eo ket gwall vrav ar patrom, met mar kav d'un implijer/ez eo talvoudus-tre e implijout e c'hellfed kenderc'hel d'ober gantañ seul wezh ma vo kinklet bravoc'h ha lakaet e traoñ ar bajenn.
Setu ma c'hinnig neuze:
Adober ar patrom (ober a rin war-dro) hag e lakaet e traoñ ar pennadoù.
Hag a-du oc'h? Kasit me ur gerig o lâret hag-eñ oc'h a-du gant ar c'hinnig-mañ war-eeun pe ma fell deoc'h ouzhpennañ tra pe dra pe sevel ur c'hinnig all.
Btek ma vo tizhet un emglev e pedan chom a-sav da lakaat ar patrom-se war pennadoù all ha d'e dennañ diouzh pennadoù m'emañ bet lakaet warne dija.