Un aksiomenn a zo ur « vartezeadenn a vez lakaet da wir anez he anataat a-benn sevel ur reizhiad, un damkaniezh diwarni »[1].

Termenadur kemmañ

Steriou un tammig disheñvel a vez kavet hervez an diskiblezh, da skouer matematik pe prederouriezh pe stlenneg pe skiantoù all. Sterioù disheñvel a vez kavet iwe evit un diskiblezh bennak dre diorren an diskiblezh. Da skouer e veze un aksiomenn un dra anat-kenañ pe diazezet-kenañ ne veze ket tabutet warnañ evit ar brederourien c'hresianek klasel. A-vremañ e vez implijet ar ger aksiom evit ur poent a vez diazezet un heuliad poellataerezh warnañ.

Deveradurezh kemmañ

Diouzh an anv henc'hresianek ἀξίωμα (aksíōma) e teu ar ger 'aksiom'[2]. Hennezh a zeu eus ar verb ἀξιόειν (aksioein) o talvezout « bezañ dellezek[trad 1] »  pe «  azgoullen[trad 2] ». Ar verb-se a zeu diouzh ar ger ἄξιος (áxios) o talvezout « o vezañ a bouez » ha rak-se a dalv kement ha « dellezek », « mat d'ober  »[trad 3].

Aksiomennoù brudet kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Troidigezh kemmañ

  1. (en) » being worthy »
  2. (en) « require. »
  3. (en) « proper »

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Geriadur ar Stlenneg, Geriadur brezhoneg An Here, Geriadur ar Jedoniezh, Geriadur ar Fizik, Dictionnaire français-breton, Nouveau Dictionnaire Breton-Français/Français-Breton, Termofis : "aksiomenn b. -où". E daou c'heriadur e vez graet gant "aksiom g. -où" : Tugdual Kalvez, Geriadur ar brederouriezh ; galleg-brezhoneg ; brezhoneg-galleg ; Dictionnaire de philosophie ; français-breton ; breton-français ; étymologie et équivalents des termes philosophiques en allemand, anglais, français et italien, Travaux d'Investigation et de Recherche ha Jean Marot, Geriadur ar Matematikoù, Skol Vreizh.
  2. Troet diouzh ar pennad en.wikipedia «axiom», sellit ouzh al liamm a-us.