Amasia (roue Yehouda)

Amasia (hebraeg אֲמַצְיָהוּ ʾAmaʦyāhû : « nerzh an Aotrou  », « kreñvaet gant an Aotrou », pe « galloudus eo an Aotrou », henc'hresianed Αμεσσίας pe ᾿Αμασίας, latin Amasias) a oa roue Yehouda eus 196 KJK betek 781 KJK, goude e dad, Yoash, hervez an Tanac'h.

Yehoadan, eus Jeruzalem, e oa e vamm.

"Ober a reas ar reizh ouzh daoulagad an Aotroù, nann avat evel David , e dad : A-grenn evel ma rae Yoash, e dad, e reas." '2R 14, 3)[1].

Lazhañ a reas muntrerien e dad kerkent ha ma voe start ar rouantelezh en e zorn.

Trec'het e voe gant Yoash e Bet-Shemesh.

"Bez' e voe enep dezhañ un irienn e Jeruzalem, hag e tec'has da Lac'hish ; met kaset e voe war e lerc'h tud hag hel lakas d'ar marv eno." (2R 14, 19)[2].

Azaria, e vab, a voe lakaet da roue en eblas.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 183
  2. Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 184