Anna Bohemia (1366-1394)

Anna Bohemia (11 a viz Mae 1366 - 7 a viz Even 1394) a oa rouanez Bro-Saoz dre he dimeziñ gant Richarzh II e 1382. Merc'h henañ e oa da Karl IV, impalaer santel ha da Elizabeth Pomerania.

Liammet eo eured Anna ouzh Richarzh II gant Skism meur ar C'hornôg ha gwelout a c'heller ennañ levezon ar pab Urban VI a felle dezhañ krouiñ un emglev etre Bro-Saoz hag an impalaeriezh santel roman german evit bezañ kreñvoc'h a-enep Bro-C'hall hag an eneppab Klemañs VII. Ne zegase Anna argouroù ebet ha degemeret fall e voe an eured gant an noblañs hag izili ar Parlamant. Dimeziñ a rejont koulskoude en abati Westminster d'an 22 a viz Genver 1382.

Anna a varvas divugel gant ar vosenn e 1394.