Cacheu zo ur gêr eus Ginea-Bissau, e gwalarn ar vro. Pennlec'h rannvro Cacheu eo. War-dro 10 000 den zo o chom enni.

Kreñvlec'h Cacheu

Savet e voe Cacheu gant Portugaliz e 1588 hag unan eus an trevadennoù european kentañ e voe en Afrika issahara. E-pad un nebeud kantvedoù e voe ul lec'h a-bouez er c'henwerzh sklaved.