Friederike Charlotte von Preußen

Ur pennad Friederike von Preußen zo ivez.

Friederike Prusia, pe Friederike Charlotte Ulrike Katharina von Preußen en alamaneg, pe Frederica Charlotte of Prussia e saozneg, ganet e 1767 e Charlottenburg ha marvet e 1820 e Weybridge (Bro-Saoz), a oa ur briñsez prusian hag a zimezas d'ar priñs saoz Frederick, Dug York hag Albany, mab d'ar roue foll George III.

Friederike von Preußen, Dugez York

He buhez kemmañ

Merc'h e oa da Frederig Gwilherm II Prusia ha d'e bried Elisabeth Christine Ulrike Braunschweig-Wolfenbüttel. Dimeziñ a reas e kastell Charlottenburg e miz Gwengolo 1791, hag ul lid all a voe graet e Palez Buckingham e miz Du. Treiñ fall a reas an dimeziñ, dispartiañ a reas ar priedoù. Bevañ a reas Friederike gant chas ha kizhier betek he marv e 1820. Bugel ebet n'he doe.


Levrlennadur kemmañ

  • Karin Feuerstein-Prasser: Die preußischen Königinnen. Piper 2005

Liammoù diavaez kemmañ