Gouennlazh an Asirianed

Gouennlazh an Asirianed a reer eus al lazhadeg a-vras a voe graet gant an Impalaeriezh otoman etre 1914 ha 1920.
Kaoz zo bet eus 270 000 a dud lazhet gant lod ; hiziv avat e komzer kentoc'h eus etre 500 000 ha 750 000, da lavarout eo 70% eus an Asirianed en amzer-se.
C'hoarvezet eo er memes amzer evel Gouennlazh an Armenianed ha hini Gresianed Pontos. Nebeutoc'h anavezet eo eget Gouennlazh an Armenianed avat.

Ar rannvroioù eus an Impalaeriezh Otoman ma oa Asirianed o chom, a-raok ar gouennlazh