Ar jainegezh zo ur relijion savet en Indez er VIvet kantved kent JK gant Jina — pe gant Mahavira hervez an hengoun — da bal dezhi kas an dud d'an nirvana.

Arouez ar jainegezh.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Savet eo bet gant ur c'hempredad da Vouda, ha klask a ra lakaat mab-den da vont er-maez eus kelc'h an adenkorfadurioù.

Diazezet eo war an doujañs hag an difeulster e-keñver kement boud bev a zo, ha lavaret a ra ez eo an askez an doare gwellañ da dizhout ar pal.

War-dro 6 milion a dud a heuilh an deskadurezh-se ; en India emañ ar pep brasañ anezho.