Liorzh ar plijadurezhioù

Liorzh ar plijadurezhioù zo anv un deirzaolenn (teir zaolenn stok-ha-stok) livet e 1503 gant an Izelvroad Hieronymus Bosch, diwar anv an daolenn zo er c'hreiz. War ziskouez emañ an oberenn e Madrid, e Mirdi ar Prado. Graet eo gant eoul war danvez. Muzuliañ a ra 206 x 386 cm.

En istor an arz n'anavezer ket he far. Kevrinus eo, pinvidik an danvez anezhi, diaes da gompren. Gouzout a reer e klaske an arzour kenteliañ e gempredidi, e oa aes da gompren dezho, hag e plijas kement d'ar roue spagnol Felipe II, ma prenas an daolenn.

Oberenn gent kemmañ

War ur patrom damheñvel e oa bet livet un oberenn all:

taolenn an tu kleiz |
taolenn ar c'hreiz |
taolenn an tu dehoù

Kempennadur an deirzaolenn kemmañ

Gweledigezh an teir zaolenn pa vez digor ar stalafioù kemmañ

 
taolenn an tu kleiz
 
taolenn ar c'hreiz
 
taolenn an tu dehoù

Gweledigezh an div hanterzaolenn livet war ar stalafioù pa vezont serret kemmañ

 
Krouidigezh ar Bed, livet en 1504

A-dreñv an taolennoù ez eus livet ur weledigezh eus ar bed evel ma c'hallfe bezañ gwelet gant ar c'hrouer anezhañ, a zamweler e krec'h o sellout ouzh e oberenn. Emañ ar bed en ur voull dreuzwelus, evel en ur vi prest da ziglorañ.

Munudoù kemmañ

Lec'hienn diavaez diwar-benn bed al livour kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.