The Illustrated London News

The Illustrated London News a oa ur gazetenn saoznek eus Bro-Saoz embannet evit ar wech kentañ d'ar 14 a viz Mae 1842 e Londrez. Krouet e voe gant Herbert Ingram. Sizhuniek e oa ar gazetenn betek 1971, goude-se ne veze ket embannet ken alies ken, betek ma voe paouezet da vat e 2003. Kenderc'hel a ra an embregerezh da embann dafar niverel e Londrez gant an anv Illustrated London News Ltd. Eno e kaver ivez restroù istorel ar gazetenn gozh.

Illustrated London News - pajenn gollo - ar c'hentañ embannadur

Liammoù diavaez kemmañ