Die Leiden des jungen Werthers
Die Leiden des jungen Werthers, pe Poanioù Werther yaouank e brezhoneg, a zo ur romant-lizhiri alamanek skrivet gant Goethe hag embannet evit ar wech kentañ e 1774.
Un tammig hiroc’h e oa an eil embannadur e 1787, pa voe embannet oberenn glok Goethe.
Romant kentañ Goethe eo, hag a-boan e oa dezhañ dont er-maez ma lakaas ar skrivagner da vezañ hollvrudet, en Alamagn da gentañ, hag en Europa a-bezh da heul.
Dianv e voe an embannadur kentañ, kinniget e foar al levrioù e Leipzig e diskar-amzer 1774.
An destenn orin a zo stag ouzh al luskad anvet Sturm und Drang, ul luskad alaman rakromantel eo. An eil hini a c’haller renkañ e luskad klaselezh Weimar. Oberoù an haroz, koulz hag e emzalc’h, a laka ivez an oberenn da vezañ gwelet evel unan arouezius eus al luskad anvet Empfindsamkeit.
Diverradenn
kemmañLod brasañ darvoudoù al levr a zo kontet dindan stumm lizheroù skrivet gant Werther ha kaset d’e vignon Wilhelm Humml.
Werther, un den yaouank ha ne oar ket c’hoazh ar pezh a fell dezhañ ober, a ziviz kuitaat ar gêr vras ha mont d’en em staliañ en ur gêriadenn vourc’hiz anvet « Wahlheim » pe « W » (en alamaneg du-mañ dibabet).
Eno e vourr o pourmen war ar maez hag o tresañ, dre ma soñj dezhañ ez eo un arzour.
Un deiz ez eo pedet d’un dañsadeg hag e-kerzh an abadenn e kej gant (Lotte), ha hi merc’h pennoù-bras, hag a ra war-dro hec’h eizh breur ha c’hoar abaoe m’eo marvet he mamm.Daoust ma oar Werther ez eus un danvez-pried anezhi, e kouezh amourous kerkent.
E-kerzh an dañsadeg e krog an arnev, an daou anezho a soñj en ur barzhoneg savet gant Klopstock ha neuze e komprenont ez eus traoù boutin dezho. Adalek ar mare-se e tremeneont lod brasañ o amzer asambles.
Pa zistro Albert (danvez-pried Lotte) eus ur veaj kenwerzh, ez eo kemmet trivliadoù Werther : bezañs Albert a ziskouez splann dezhañ ez eo dizesper e garantez.
Daoust ma’z eo jentil Albert e chom stegn an darempredoù etrezañ ha Werther. Pa veiz Werther ne c’hallo ket kenderc’hel gant e zarempred gant Lotte e kuita ar gêr, hag ez a da labourat e burev ur ministr. Eno e kav hir e amzer hag eo dipitet gant temz-spered an dud. Ken dipitet eo ken e tistro da W, met dimezet eo lOtte hag Albert.
Pa’z a Werther da welout Lotte, un nozvezh a-raok Nedeleg, e lenn un lodenn eus Ossian, hag e ken entanet ken e vriata anezhi hag e pok dezhi. Lotte a lavar dezhañ ne fell ket dezhi e welout a-raok ma vo devezh Nedeleg, da lavaret eo pevar devezh goude.
Goude an darvoud-se ez eo dizesper Werther. Ul lizher a skriv da Lotte, ha war zigarez mont da veajiñ ec’h amprest div bistolenn Albert hag en em lazh. An deiz war-lerc’h diouzh ar mintin ez eo adkavet, gloazet d avat eo, ha gwisket en e zilhad heverk (glas ha liv aour). Tro kreisteiz e varv.
War e varc’h-levr e kaver Emilia Galotti skrivet gant Lessing. Dre ma’z eo en em zistrujet e nac’her outañ bezañ douaret en un doare kristen.
Dael
kemmañDael a zo savet, koulz diouzh tu ar re a zo plijet gant al levr hag a re a zo displijet gantañ. E-kreiz ar romant emañ Werther, un dudenn hag a ya a-enep da reolennoù ha boazioù ar vourc’hizien : d’ar mare-se e o an emlazh un dodenn tabou da vat.
Derzhienn Werther
kemmañPa voe embannet al levr e krogas derzhienn Werther en Alamagn da gentañ hag en Europa da heul : an holl verc’hed a soñje dezho e oant Lotte, padal e soñje d’an holl baotred bezañ Werther. Un efed en doe al levr war ar c’hiz zoken : ar baotred en em wiskas evel Werther (dilhad glas ha melen) hag ar merc’hed evel Lotte (saeoù gwenn ha roz).
Levezon
kemmañEfed Werther
kemmañE 1974 ec’h ijinas ar sokiologour amerikan David Phillips an dro-lavar efed Werther a-benn aroueziñ ur c’hoarvoudenn bsikologel ha sokial : pa vez brudet emlazh unan bennak ez a re all d’en em lazhañ da heul. An emlazh a zeu neuze da vezañ un diskoulm d’ar c’hudennoù, e-touez diskoulmoù all, o c’houzout e vo tamm-pe-damm degemeret gant ar media.
Marteze e c’haller gwelout neuze emlazh Marilyn Monroe ha hini Kurt Cobain evel div skouer eus efed Werther.
Liammoù diavaez
kemmañPorched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù. |