Dienn-skorn pe koaven-skorn zo boued skornet graet gant dienn (pe laezh), sukr hag un dra ouzhpennet evit he blaz: frouezh pe temz. Komz a reer eus ur skornenn ivez.

Un dienn-skorn en ur c'hop, gant dienn trapet, siros chokolad hag ur c'halfrezennig.
Un dienn-skorn flamboez.

Miret e vez an dienn-skorn en ur skornerez. Kregiñ a ra da deuziñ pa vez lakaet er-maez anerzhi. Debret e vez da zibenn-pred alies, gant ul loa en un asied pe ur goupenn, met ivez lipet eeun war-bouez ur c'horned. Gallout a ra bezañ servijet gant un dibenn-pred all, da skouer un tamm gwastell, pe bezañ un aozenn eus ur wastell.

An dienn-skorn hervez al lezenn

kemmañ

Pep stad he deus resisaet en he lezenn peseurt aozennoù a ya d'ober ar skornenn ha pegement anezho a dlefe bezañ. Tri rummad zo bet krouet gant al lezenn c'hall : ar skornenn ("glace"), an dienn-skorn ("crème glacée") hag ar sorbed ("sorbet"). Displegañ a ra al lezenn europat pevar anvadur reolennet (an dienn-skorn, ar skornenn-vi, ar skornenn standart hag ar sorbed) ha pemp anvadur paz-reolennet (ar gwispid skorn, ar bombezennoù skorn, ar parfaits, ar skañvadelloù frouezh hag ar skañvadelloù vioù).

An diennoù-skorn

kemmañ

Vanilha, sivi ha chokolad eo blaz "klasel" an dienn-skorn, met kalz re all zo. Kalz rekipeoù zo ivez hervez ar c'heginerezhioù : ar gelato italian, ar sundae stadunanat...

Kalz dibennoù-pred zo graet gant dienn-skorn e-barzh, evel ar c'hef Nedeleg, ar banana split, an Itron wenn, ar Berenn Elena gaer, ar Bechezenn Melba, an dienn-skorn giz Liège...

Pouez ekonomikel

kemmañ

Ur marc'had bras eo hini an dienn-skorn. Liammet eo ouzh greanterezh al laezh.