Kef Nedeleg zo ur wastell e stumm un etev, a vez debret da vare Nedeleg. Aroueziñ a ra ar mell etev a veze lakaet en oaled gwechall gant an dud. Kalz gwastelloù Nedeleg disheñvel o stumm hag o aozennoù zo en Europa a-bezh. An hengoun-se, testeniekaet abaoe ar Grennamzer da nebeutañ, en deus gwriziennoù pagan liammet ouzh lid goursav-heol ar goañv. Ar c'hef Nedeleg a anavezomp hiziv a seblant bezañ bet ijinet e Bro-C'hall en XIXvet kantved avat, met ne ouzer ket gant piv resis. Forzh penaos eo deuet da vezañ ur c'hustum da vat adalek 1945-50 hepken. Skignet eo bet en holl vroioù gallek ha/pe trevadennet gant Bro-C'hall, ha broioù all zoken evel ar Stadoù-Unanet, Breizh-Veur hag al ledenez iberek.

Ur ruilhenn lindrennet gant chokolad ha kinklet gant ur boulomig-erc'h, kraoñ ha lus.

Aozennoù ha kinkladur kemmañ

Ar c'hef Nedeleg hengounel zo gwispid ruilhet gant dienn amann. Bremañ e vez fardet aliesoc'h gant skañvadell frouezh, chokolad, kafe, pe gant dienn Mascarpone, gant kaotigell, pe gant moñselin. Gallout a ra bezañ lindrennet. Gant dienn-skorn e vez graet reoù zo.

Kinklet e vez gant tudennoù bihan (lutuned, an tad Nedeleg, boulomigoù-erc'h...), tokoù-touseg e mereng pe masapan, bouc'halioù, heskennoù, ur saprenn vihan, hag all hag all, evit plijadur bras ar re vihan.

Hengounoù kar kemmañ

Er broioù gallek e vez kavet kef Nedeleg dreist-holl, pe er re bet trevadennet gant Bro-C'hall (Kanada (Kebek, Brunswick-Nevez), Vietnam, Liban...). Er broioù europat all e vez servijet gwastilli all alies war daol Nedeleg :

Gwelet ivez kemmañ