Diveheg
yezh
(Adkaset eus Diheveg)
Ur yezh indez-ariek eo an diveheg (dhivehi ދިވެހި) komzet gant 300.000 den er Maldivez dreist-holl met ivez e Lakshadweep en India.
Diorroet e oa bet an diheveg diwar ur gent-yezh voutin gant ar sinhaleg aet da get tro da 500 kent Jezuz.
Levezonet eo bet an diheveg gant meur a yezh all, en o zouez an arabeg dreist-holl met ivez ar sinhaleg, ar malayalameg, an hindeg, ar galleg, ar perseg, ar portugaleg hag ar saozneg.
Abalamaour ma vez komzet ar yezh war un dachennad douar ec'hon-tre, ec'h eus meur a rannyezh, ken ne deu ket a-benn an dud da gompren tud eus lec'hioù all zo.
Implijet e vez liveoù yezh disheñvel hervez renk an dud a vez komzet oute:
- * live uhelañ (reethi bas pe aadhe-vadainevvun), implijet gwechall evit komz ouzh ar familh real pe ouzh ar renkadoù uhelañ. Hiziv avat e talvez da yezh unvan implijet gant ar skingomz hag ar skinwel;
- * live etre (labba-dhuruvun), evit komz gant doujañs ouzh ar re gozh, dud dianav;
- * live izelañ, yezh ar bemdez.
Skrivet e vez an diheveg a zehoù da gleiz gant ur skritur ispisial anvet Thaana.