Dimitri Champion zo ur marc’hhouarner ganet d’ar 6 a viz Gwengolo 1983 er Roc’hell. Kroget eo da vezañ marc’hhouarner a vicher gant ar skipailh Bouygues Telecom, e 2007. Sinet en deus gant Breizh - Schuller evit ar bloaz 2009 ha degaset en deus kalz a verzh d'ar skipailh breizhat. Gounezet en deus Troiad an Ardennes ha Tro Penn-ar-Bed e miz Ebrel 2009 hag ar maout zo aet gantañ adarre e miz Even e Sant-Brieg p'en deus gounezet kampionad Frañs ar marc'h-houarn war hent. Tro Frañs 2010 en deus redet gant chupenn skipailh AG2R La Mondiale hag er 4e tennad eo aet gantañ priz ar stourmerezh.

D. Champion dindan ar gwisk Breizh - Schuller