Dinan Kumuniezh
Dinan Kumuniezh a oa un etrekumuniezh lakaet e pleustr d'ar 1añ a viz Genver 2014 diwar gendeuziñ "Kumuniezh kumunioù Dinan" gant "Kumuniezh kumunioù Bro Evrann".
Edo he sez e Dinan. He frezidant diwezhat a oa Gérard Berhault, maer an Hengleuz[1]
D'ar 1añ a viz Genver 2017 e oa deuet da vezañ Dinan Tolpad-kêrioù, goude kendeuziñ gant kumuniezh-kumunioù Plangoed-Plelann-Vihan, kumuniezh kumunioù Bro Kaon, 7 kumun a oa e kumuniezh kumunioù Bro Matignon, 3 c'humun a oa e kumuniezh kumunioù Bro Gwesklin ha 3 c'humun a oa e kumuniezh kumunioù ar Renk hag ar Froudveur.
Ar c'humunioù
kemmañ26 kumun a oa enni.
Brezhoneg
kemmañDeskadurezh
kemmañ- E distro-skol 2015 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 103 skoliad (2,1 % eus skolidi ar gumuniezh evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).
Liammoù diavaez
kemmañ- (fr) Lec'hienn ofisiel
Notennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ « Gérard Berhault, président de Dinan communauté », Ouest-France, 24 a viz Ebrel 2014.