Diogenes Laertios
Diogenes Laertios (Διογένης Λαέρτιος / Diogenês Laertios e gregach, latinekaet e Diogenes Laertius), a oa ur barzh, skrivagner, buhezskridour, ha prederour hellazat. Kontet eo gant lod da vezañ bet genidik eus kêr Laertios e Kilikia, en Azia Vihanañ, e deroù an IIIe kantved, gant lod all da vezañ a orin roman eus tiegezh al Laertii.
E vuhez
kemmañN'ouzer mann eus e vuhez. Bevet en deus war-lerc'h Sextus Empiricus moarvat (war-dro 200 goude JK eta), meneget gantañ, hag a-raok Stefanos Bizantion (war-dro 500 goude JK), a veneg e skridoù.
Krediñ a c'haller e vevas e-pad hanterenn gentañ an IIIe kantved en amzer renad Alexander Severus (222–235) hag e warlerc'hidi.
Oberoù
kemmañBetek e vennozhioù a zo diasur. Darn a lavare e oa kristen. Met da grediñ eo e oa pe arvarour (pironad) pe gentoc'h epikurad[1].
Dleet eo e vrud d'un oberenn anvet Buhez ha kelennadurezh ar brederourien veur, skrivet e gregach, ma lavar kontañ eus buhezioù ha lavaredoù prederourien veur Hellaz.
Ouzhpenn an oberenn-se en deus skrivet ul levr, e gwerzennoù a bep ment, diwar-benn tud brudet.
Levrlennadur
kemmañ- Diogenes Laertius: Lives of Eminent Philosophers ISBN 0-674-99204-0 (en)
- Vies et doctrines des philosophes illustres, Livre de Poche, 1999 ISBN 978-2-253-13241-7 (fr)
- Barnes, Jonathan, "Diogenes Laertius IX 61-116: the philosophy of Pyrrhonism" in W. Haase and H. Temporini (ed.) Aufstieg und Niedergang der römischen Welt, II 36.6 (de Gruyter: Berlin/New York, 1992): pp. 4241-4301.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Diwar-benn skeptegezh Diogenes, gwelout Jonathan Barnes (1992).