Diplôme national du brevet

An Diplôme national du brevet (Diplom broadel ar breved), berraet gant ar stumm DNB, zo un diplom stad gall a live V a dalvez da briziañ ar barregezhioù a c'hortozer digant skolajidi Bro-C'hall bezañ mestroniet e fin an Trede klas pe ar c'helc'hiad pevar (5vet, 4e, trede klas) [1]. Dre vras ar re a dremen an diplom-se a zo oadet etre 14 ha 15 vloaz. N'eus ket ul liamm rik etre ar fed ma vefe roet an diplom gant ur juri departamantel hag an hent skol a vezo kemeret dre choaz gant ar skolajiad goude ar skolaj. Evit an elfenn-se ez eo ali rener ar skolaj hag ar c'huzul-klas a vez ar pouezusañ.

Schéma études secondaires.svg

Rectangle (plain).svg

Lec'hiadur ar breved er skoliata c'hall

Krouet ez eus bet gant Diwan un diplom kevatal (hep talvoudegezh ofisiel) anvet an A.K.E.D (Arnodenn Kreiz Eil Derez) [2][3]

2017Aozañ

Goude adreizhadur ar skolaj e 2017 e chom an tu gant ar skolajidi da dremen al lodenn Istor-douaroniezh en ur yezh rannvroel penn-da-benn (brezhoneg, euskareg, korseg..). Ar yezh rannvroel a vez notennet ivez e-pad ar bloavezh war un hollad a 50 poent. Dre gomz ar breved a c'hell bezañ tremenet evit an hanter gant ar yezh rannvroel ivez (notennet eo war un hollad a 100 poent).

Evit ar bloavezh 2017 ez eus bet 832 654 skolajiad o tremen an arnodenn [4]:

  • 752 542 evit an hentenn hollek
  • 80 112 evit an hentenn micherel

Liammoù diavaezAozañ

Notennoù ha daveennoùAozañ