Discordia
Discordia (Dizemglev) eo anv latin an doueez a glot gant Eris tud Hellaz. Hi an hini zo kaoz d'ar brezelioù ha d'an tabutoù, etre ar Bobl hag an Uhelidi, e Roma, hag e-barzh an tiegezhioù. N'eo ket blev, met naered, a zo war he fenn, hag un naer a vez ganti en he dorn. Gwad zo war he dilhad.
Concordia eo hec'h enebourez.
Lennegezh
kemmañEl lennegezh e weler an doueez-se oc'h ober he reuz hag oc'h iriennañ enep an dud
- e La Gerusalemme liberata ar varzhoneg skrivet gant ar barzh italianek an Tasso (1544-1595)
- en Henriade gant ar gall Ronsard
- el Lutrin gant ar gall Nicolas Boileau (a c'haller lenn e skrid amañ:[1]).