Discours de la servitude volontaire
An Discours de la servitude volontaire (Displeg diwar-benn ar sujidigezh a-youl-gaer) pe Le Contr'un (An Enebunan), zo un oberenn c'hallek savet gant Étienne de La Boétie er XVIvet kantved, ha hini vrudetañ ar skrivagner. Embannet e oa bet tammoù eus ar skrid en latin en 1574, hogen en 1576 e voe embannet en e hed e galleg. Savet e vefe gant La Boétie etre e 16 ha 18 vloaz, war-dro 1549 eta, hervez e vignon Michel de Montaigne pa oa La Boétie tost d'e 18 vloaz.

Savet eo ar skrid, anezhañ ur brezegenn berr ha don, evitañ da vezañ graet gant un den yaouank, a-enep an diharzveliezh, ha klask a ra perak e chom sujet ar bobl. Diskouez a ra n'eo ket yevet ar bobl nemet dre ma'z eo he youl bezañ sujet, pa gred an darn vrasañ eo rediet da c'houzañv.
Klask a ra an oberour peragiñ sujidigezh an dud a lez o sujerien da waskañ warnezho.
Hervez La Boétie, « Bezit mennet da baouez da servij, ha dinask e vefet».
Menegoù Aozañ
- « Il y a trois sortes de tyrans. Les uns règnent par l’élection du peuple, les autres par la force des armes, les derniers par succession de race. » Tri seurt tiranted zo. Darn a ren dre ma'z int bet dibabet gant ar bobl, darn all dre nerzh an armoù, ha darn all c'hoazh a-ziwar-lerc'h tud o gouenn.
- « Pareillement les tyrans, plus ils pillent, plus ils exigent, plus ils ruinent et détruisent, plus on leur baille, plus on les sert, de tant plus ils se fortifient et deviennent toujours plus forts et plus frais pour anéantir et détruire tout ; et si on ne leur baille rien, si on ne leur obéit point, sans combattre, sans frapper, ils demeurent nus et défaits et ne sont plus rien, sinon que comme la racine, n’ayant plus d’humeur ou aliment, la branche devient sèche et morte. » Heñvel gant an tiranted, seul vui ma preizhont, ma c'houlennont groñs, ma rivinont ha ma tistrujont, seul vui e vez roet dezho, e vezont servijet, ken e kemeront nerzh hag e kreñvaont hag e kadarnaont da ziskar ha da zistruj pep tra; ha ma ne roer netra dezho, ma ne senter ket outo, hep stourm na skeiñ, e chomont noazh ha mantret, ha ne vezont netra ken, panevet ma vezont evel ar gwrizioù, hep glebor na magadurezh, ma teu ar brank da sec'hañ ha da vervel.
Embannadurioù Aozañ
- Discours de la servitude volontaire, Editions Mille et une nuits, 1997. (ISBN 2-910233-94-4)
- Discours de la servitude volontaire, Editions Flammarion, 1993. (ISBN 2-08-070394-3)
Levrlennadur Aozañ
- André Tournon, L. Tournon, La Boétie, Biographie, Librairie philosophique J. Vrin, 2002, (ISBN 2-711615456), lire en ligne.
- L. Delaruelle, L'inspiration antique dans le "Discours de la Servitude volontaire", Revue d'histoire littéraire de la France, Presses universitaires de France, 17e Année, n°|1, 1910, p.34-72, lenn en linenn.
- Pierre Villey, Le véritable auteur du "Discours de la Servitude volontaire" Montaigne ou La Boétie ?, Revue d'histoire littéraire de la France, Presses Universitaires de France, 13e Année, n°4, 1906, p.727-736, lenn en linenn.