Dispac'h an EDSA
Dispac'h an EDSA, anvet ivez Dispac'h Galloud ar Bobl pe Dispac'h Filipinez 1986, a raer eus ur vanifestadeg bras-spontus, peoc'hus evit ar pep brasañ, bet dalc'het e Filipinez. Padet eo pevar devezh e Metro Manila ha milionoù a Filipineziz o deus kemeret perzh enni. Da-heul ar vanifestadeg-se e voe rediet ar Prezidant Ferdinand Marcos da reiñ e zilez ha dilennet e voe Corazon Aquino en e lec'h da brezidantez ar Republik. Talvezout a ra EDSA kement ha Epifanio de los Santos Avenue unan eus gourhentoù pennañ Metro Manila hag an hent pennañ evit manifestiñ.