Metro Manila
Metropolitan Manila (filipineg: Kalakhang Maynila) pe Rannvro Kêr-benn Vroadel National Capital Region (NCR) e saozneg, a vez graet eus tolpad-kêrioù kêr-benn Filipinez. Emañ ar veurgêr-mañ e-touez 20 tolpad-kêrioù brasañ ar bed evit ar pezh a sell ouzh an niver a dud o chom enni. Metro Manila a ya d'hec'h ober kêr vManila, anezhi kêr-benn Filipinez ha 16 kêr ha kumun all tro-war-dro, en o zouez Quezon City bet kêr-benn etre 1948 ha 1976.
Kreizenn rannvroel | Manila |
---|---|
Poblañs | 11,289,368 |
– Stankter | 15,617 dre km² |
Gorread | 636 km² |
Rannoù | |
– Proviñsoù | — |
– Kêrioù | 14 |
– Kumunioù | 3 |
– Barangayioù | 1694 |
– Distrigoù Kannad | 27 |
Yezhoù | filipineg, saozneg, re all |
Kreizenn bolitikel, sokial, armerzhel ha sevenadurel Filipinez eo Metro Manila. Unan eus meurgêrioù modern gevred Azia eo ivez. Evit tud al lec'h, dreist-holl re kêr Manila hec'h-unan, met evit tud ar proviñsoù ivez e vez graet alies gant Manila traken evit envel Metro Manila. Koulskoude ne blij ket kaer an dra-se d'an dud zo o chom e rannoù all eus ar veurgêr. Un afer lorc'h eo hag ivez abalamour m'eo tostoc'h tachenn kêrioù zo eus ar proviñsoù tro-war-dro eget eus Manila hec'h-unan. Aliez e vez berraet Metro Manila e M.M..
Kêrioù ha kumunioù kemmañ
Mont a ra pevarzek kêr ha teir c'humun d'ober Metro Manila. Renet eo pep hini anezho gant ur Maer zo ezel eus kevre Maered Metro Manila a zo lodek eus Aotrouniezh Diorren Metro Manila (Metropolitan Manila Development Authority) (MMDA).
Kêrioù | Poblañs¹ | Gorread (km²) | Stankter Pobl. (dre km²) | |
---|---|---|---|---|
Caloocan City | 1,177,604 | 53.33 | 22,081 | |
Las Piñas City | 528,011 | 41.54 | 12,710 | |
Makati City | 444,867 | 27.36 | 16,260 | |
Malabon City | 338,855 | 15.76 | 21,501 | |
Mandaluyong City | 278,474 | 11.26 | 24,731 | |
Manila | 1,581,082 | 38.55 | 41,014 | |
Marikina City | 391,170 | 33.97 | 11,515 | |
Muntinlupa City | 379,310 | 46.70 | 8,122 | |
Parañaque City | 449,811 | 47.69 | 9,432 | |
Pasay City | 354,908 | 19.00 | 18,679 | |
Pasig City | 505,058 | 31.00 | 16,292 | |
Quezon City | 2,173,831 | 161.12 | 13,492 | |
Taguig City | 467,375 | 47.88 | 9,761 | |
Valenzuela City | 485,433 | 44.58 | 10,889 | |
Kumunioù | Poblañs¹ | Gorread (km²) | Stankter pobl. (dre km²) | |
Navotas | 230,403 | 10.77 | 21,393 | |
Pateros | 57,407 | 2.10 | 27,337 | |
San Juan | 117,680 | 5.94 | 19,811 |
¹ niverididigezh 2000
Er c'hontrol da rannvroioù all Filipinez hag a zo rannet e proviñsoù, Metro Manila, Rannvro Kêr-benn Vroadel (NCR) zo rannet e pevar distrig hep kefridi resis strollet war un diazez douaroniel boutin a ra dave da stêr Pasig. E 1976 int bet savet ha n'o deus na velestradurezh lec'hel, na n'int ket dileuriet er Parlamant kennebeut en enep d'ar proviñsoù all. Implijet e vez an distrigoù-mañ evit aferioù stadegel ha tailhoù dreist-holl.
Strollet eo ar c'hêrioù hag ar c'humunioù en NCR e pevar distrig evel-henn :
- 1añ Distrig : Kêr Manila
- 2l Distrig : Mandaluyong City, Marikina City, Pasig City, Quezon City, San Juan
- 3de Distrig : Caloocan City, Malabon City, Navotas, Valenzuela City
- 4re Distrig : Las Piñas City, Makati City, Muntinlupa City, Parañaque City, Pasay City, Pateros, Taguig City
Lec'hioù kemmañ
Bet eo bet Manila kêr-benn Filipinez hag Azia spagnol e-pad tost 500 vloaz. Se zo kaoz ez eus peadra da zizoleiñ e Metro Manila a-fet lec'hioù dedennus ha plijus.
Poblañs kemmañ
Hendadoù kemmañ
Filipineziz ha Mestizos (diskennidi Filipineziz hiron) a ya d'ober an darn vrasañ eus tud Metro Manila. Evit ar pep brasañ eo Filipineziz a orin Tagaloged, Ilokaned, Bikolaned, Sebuaned, Warayed, pe Maranaed. E-touez an estrañjourien ez eus dreist-holl Sinaiz, Stadunaniz, Spagnoled, Indiiz ha Pakistaniz, Arabed, Indoneziz, Japaniz, Koreaned, Breizhveuriz, Italianed, Euskariz hag Europiz all.
Yezhoù kemmañ
Ar filipineg (ar yezh vroadel diazezet war kenyezh Manila) hag ar saozneg eo ar yezhoù a vez graet ganto hag a vez komprenet, koulz lavaret, gant holl dud Metro Manila. Yezhoù all a gomzer avat : Tagalog, Sougbouaneg, Bikoleg, Winarayeg, Kapampanganeg, Ilokanoeg ha Maranaeg. Ouzhpenn 86 yezh a gomzer e Filipinez a-hend-all ha klevet e vezont er gêr-benn. Evit ar pezh a sell ouzh ar yezhoù estren, hag estreget ar saozneg e vez komzet dreist-holl spagnoleg, sindhi, punjabeg, japaneg, bahasa indonezeg, koreaneg, euskareg, ha meur a yezh europek all.
Relijion kemmañ
Pennrelijion ar vro eo ar relijion katolik roman. Gant Sinaiz hag Indiiz e vez pleustret war ar voudaegezh hag an Hindouegezh tra m'eo kentoc'h protestant Stadunaniz ha Norzheuropiz. Relijion Filipineziz Maranao, an Arabed hag Indoneziz eo an Islam.
Kêrioù ha kumunioù Metro Manila | |
Kêrioù : | Caloocan | Las Piñas | Makati | Malabon | Mandaluyong | Manila | Marikina | Muntinlupa | Parañaque | Pasay | Pasig | Quezon City | Taguig | Valenzuela |
Kumunioù : | Navotas | Pateros | San Juan |
Rannvroioù ha Proviñsoù Luzon | |
Rannvro Ilocos: | Ilocos Norte | Ilocos Sur | La Union | Pangasinan |
Cagayan Valley: | Batanes | Cagayan | Isabela | Nueva Vizcaya | Quirino |
Kreiz Luzon: | Aurora | Bataan | Bulacan | Nueva Ecija | Pampanga | Tarlac | Zambales |
CALABARZON: | Batangas | Cavite | Laguna | Quezon | Rizal |
MIMAROPA: | Marinduque | Kornôg Mindoro | Reter Mindoro | Romblon |
Rannvro Bicol: | Albay | Camarines Norte | Camarines Sur | Catanduanes | Masbate | Sorsogon |
Rannvro Melestr. Cordillera: | Abra | Apayao | Benguet | Ifugao | Kalinga | Mountain Province |
Metro Manila: | Proviñs ebet |