Tagalogeg
Ur yezh malayek-polinezek eo an tagalogeg komzet gant 22 milion a dud evel yezh kentañ ha gant 50 milion all evel eil yezh er Filipinez.
Tagalogeg (Tagalog) | |
---|---|
sur | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Filipinez |
Rannved : | Luzon (Kreiz ha Su) |
Komzet gant : | 22 000 000 (yezh kentañ) 65 000 000 (eil yezh) |
Renkadur : | 58 |
Familh-yezh : | Yezhoù aostronezek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Filipinez ("Filipino") |
Akademiezh : | Komisyon sa Wikang Filipino |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | tl |
ISO 639-2 | tlg |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | TLG |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Goude meur a sizhunvezh o tabutal penaos ober e voe divizet e gant Savadur Broadel ar Yezh lakaat an tagaloeg da yezh ofisiel ar Filipinez, disklêriet gant ar Prezidant Manuel Quezon d'an 30 a viz Kerzu 1937. Dont a reas da vezañ yezh ofisiel ar vro oc'h en em distagañ diouzh ar Stadoù Unanet hag o tont da vezañ emren e 1946.
Etre 1961 ha 1987 e veze graet pilipino (filipineg) ouzh ar yezh-se hag e 1987 e voe anvet ez-ofisiel filipino. Dre vras e vez implijet an termen filipino d'ober dave da yezh ofisiel ar Filipinez pa implijer an termen tagalog evit komz eus yezh hengounel ar meuriad tagalogek.
Kelennet eo bet an tagalogeg pe filininezeg e skolioù ar Filipinez abaoe 1940 kostez-ha-kostez gant 160 yezh filipinek all.
Peder rannyezh pennañ ez eus, tost a-walc'h dre vras an eil ouzh eben:
- Rannyezh an norzh
- Rannyezh ar c'hreiz (komzet ivez e Manila)
- Rannyezh ar su
- Rannyezh Marinduque.
Alies a-walc'h e kaver ar c'hemm-digemm yezh er Filinpinez, dreist-holl etre an tagalogeg hag ar saozneg.
Gwechall e veze skrivet an tagalogeg gant un abugida anvet ar skritur babayinek. Tamm-ha-tamm goude ma tegouezhas Spagnoled eno en XVIvet kantved avat e voe kroget d'ober mui-ouzh-mui gant al lizherenneg latin ha honezh eo an doare-skrivañ a vez implijet evit ober gant an tagaloeg dre skrid hiziv. Unvaet eo bet ar reizhskrivadur, bet adwelet evit ar wech diwezhañ e 1987.