Abugida
Ur vrizhsilabenneg pe c'hoazh un damlizherenneg (saozneg "alphasyllabary") eo an abugida, da lâret eo ez eo un doare-skrivañ a implij lizherennoù a ra dave da bep ur gensonenn mui ur vogalenn. N'eo ket kevatal an abugida d'ur silabenneg rik rak kemmet e vez al lizherenn diazez evit diskouez penaos e ranker distagañ ar vogalenn a zeu da heul ar gensonenn. En ur silabenneg, avat, ez eus ul lizherenn diazez ispisial evit pep silabenn hep ma vefe heñvel stumm lizherennoù oc'h ober dave da silabennoù heñvel, da skouer e vefe disheñvel-poch al lizherenn implijet evit skrivañ ar silabenn "ka" diouzh an hini implijet evit skrivañ ar silabenn "ki" hag all evel e silabenneg an tsalagi (tcherokeeg).
Da skouer, en un abugida ne vefe lizherenn diazez ebet evit ar gensonenn "k", met ul lizherenn diazez evit ar silabenn "ka" a c'hellfe bezañ kemmet e meur a doare evit lakaat anezhi da vezañ distaget "ki" pe "ku", h.a. Sinoù ispisial a vez implijet ivez, mar vez ezhomm, evit diskwel ez eo mut ar vogalenn diazez el lizherenn silabennek diazez, d.s. "kat" e lec'h "kata". Pa vez ezhomm hervez ar yezh ma vez implijet un abiguda evit he skrivañ e c'hell bezañ kemmet e meur a doare ivez al lizherennoù silabennek diazez evit skrivañ meur a gensonenn da heul hep vogalenn ebet kenetreze, d.s. "apta" e lec'h "apata".
Kazi an holl yezhoù e India hag ivez dre Azia ar Gevred a vez skrivet oc'h implijout sistemoù abugida diazezet war ar skritur brahmi.
skouerioù
kemmañ- Abugida etiopek (fidel) implijet evit skrivañ an amhareg, h.a.
- Silabenneg ar c'hreeg
- Skriturioù brahmi
- Skritur bengalek
- Skritur burmek
- Devanagari implijet evit skrivañ ar sañskriteg, an hindeg, h.a.
- Skritur goudjaratek
- Skritur gurmukhi implijet evit skrivañ ar panjabeg
- Skritur kannadek
- Skritur khmerek
- Skritur laoek
- Skritur malayalamek
- Skritur meroitek
- Skritur sinhalek
- Skritur tamilek
- Skritur telougouek
- Skritur taiek
- Skritur tibetek