Daoust ha n'emañ ket klok penn-da-benn an daolenn-mañ da heul, ez eo sklaer n'eo ar skritur etiopek nag ul lizherenneg enni lizherennoù disheñvel evit pep fonem, da lâret eo kensonennoù diouzh un tu ha vogalennoù diouzh un tu all, nag ur silabenneg rik, rak damheñvel eo stumm al lizherennoù silabennek diazez e pep renk, da lâret eo o kregiñ gant an hevelep kensonenn.

Un abugida eo neuze ar skritur etiopek anvet "fidel" (ፊደል) a implij lizherennoù silabennek diazez enne ur vogalenn atav a c'hell bezañ kemmet dre cheñch stumm al lizherenn diazez gant skrapoù, pikoù hag all staget outi. N'eo ket un abjad kenneubet rak diskwel a ra ar skritur ar vogalennoù ouzhpenn ar c'hensonennoù.

Implijet e voe er penn kentañ evit skrivañ ar geuzeg (ur yezh sakr marbv anezhañ) ha bremañ e vez implijet evit skrivañ an amhareg dreist-holl met ivez yezhoù all komzet en Etiopia evel an tigrinyeg.

Taolenn an abiguda kemmañ

Evit gellet gwelet al lizherenneoù etiopek ez eo ret diskargañ ul lizherenneg ispisial da vezañ staliet war an urzhiataer [1]

Daoust ha m'emañ heñvel-tre a-wechoù ar al lizherennoù pa vez kemmet ar vogalennoù, n'eo ket ur gudenn e gwirionez evit gellout lenn ar skritur-mañ rak implijet e vez evit skrivañ yezhoù semitek ha n'eo ket dav goût peseurt vogalennoù a zo e pep ger evit gallout o kompren abalamour m'emañ diazezet struktur ar gerioù er yezhoù a-seurt-se war gwriziennoù enne teir c'hensonenn.

Fidel an amhareg
  ä u i a e ə o
p
t
c
k
b
d
J
g
p’
t’
c’
k’
7
ts’
f
s
S
h
z
Z
m
n
ñ
w
l
j
r

Setu sifroù ar skritur etiopek:

  • 1 - ፩
  • 2 - ፪
  • 3 - ፫
  • 4 - ፬
  • 5 - ፭
  • 6 - ፮
  • 7 - ፯
  • 8 - ፰
  • 9 - ፱
  • 10 - ፲
  • 20 - ፳
  • 30 - ፴
  • 40 - ፵
  • 50 - ፶
  • 60 - ፷
  • 70 - ፸
  • 80 - ፹
  • 90 - ፺
  • 100 - ፻
  • 1000 - ፼

Gwelet ivez kemmañ

Liammoù diavaez: kemmañ