De la démocratie en Amérique
Diwar-benn an Demokratelezh en Amerika | |
---|---|
Pajenn ditl eus embannadur kentañ an troidigezh saozneg, Democracy in America, New York, 1838 | |
Oberer | Alexis de Tocqueville |
Bro | Frañs |
Stumm | Esae |
Embanner galleg | C. Gosselin |
Lec'h mouladur | Pariz |
Mouladurioù kentañ | 1835 ha 1840 |
De la démocratie en Amérique (Diwar-benn an Demokratelezh en Amerika e brezhoneg) zo un arnodskrid gallek gant Alexis de Tocqueville diwar-benn ar Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1830. Embannet e voe an oberenn e div lodenn, ar gentañ d’an 23 a viz Genver 1835, hag an eil d’ar 24 a viz Ebrel 1840.
Ennañ e teskriv hag ec’h analiz entan an ingalded e-touez an dud ha dañjerioù an entan-se e-keñver ar frankiz.
Beaj Tocqueville en Amerika
kemmañEr bloaz 1831 e voe kaset Alexis de Tocqueville ha Gustave de Beaumont, daou reizhaouer gall anezho, gant ar gouarnamant gall da enklask sistem-karc'har ar Stadoù-Unanet. Erruout a rejont e New York e miz Mae, ha tremen dek miz o veajiñ dre ar vro a-bezh, en ur sellout ouzh an toulloù-bac’h met ivez ouzh ar gevredigezh amerikan hec’h-unan, hec’h ekonomiezh hag he folitikerezh. Kejañ a reas Tocqueville gant prokulor meur stad Louiziana, Étienne Mazureau, ha hennezh a roas dezhañ kalz a zata sokiologel, poblañsel ha yezhel.
Alexis de Tocqueville ha Gustave de Beaumont a chomas ivez e Kanada, o tremen un nebeud deizioù e Kanada-Uhel ha Kanada-Izel, en hañvezh ar bloaz 1831, er proviñsoù deuet da vezañ Kebek hag Ontario hiziv.
Goude bezañ deuet en-dro da Vro-C'hall e-kerzh miz c’hwevrer 1832, kinniget o doa o zeuliad a-fed sistem karc’har ar Stadoù-Unanet, anvet Diwar-benn an toulloù-bac'h er Stadoù-Unanet ha penaos emañ kont e Frañs. Beaumont a skrivas neuze ur romant a-zivout an darempredoù gouennel. Hogen Tocqueville, dedennet tre gant ar politikerezh amerikan, a skrivas un trete a analiz politikel ha sokial, Diwar-benn an Demokratelezh en Amerika. Gant oberenn Tocqueville eo e voe ar muiañ a vrud.
Diverradur
kemmañDiwar-benn an Demokratelezh en Amerika a zo da gentañ un analiz an demokratelezh dre zileuriañ republikan, hag he stummoù ispisial er Stadoù-Unanet.
Rannet eo an oberenn e daou damm disheñvel, embannet an eil e 1835, hag egile e 1840. E pennad-digoriñ an tamm kentañ, Tocqueville a skrive e tileze an eil tamm (met cheñchet en deus e spered, anat eo). En tamm kentañ emañ deskrivadur demokratelezh ar Stadoù-Unanet. Studial a ra efedoù al lusk demokratelezh war stumm ar gouarnamant, al lezennoù, ar vuhez politikel, ar vuhez speredel, hag ar gevredigezh – da lavarout eo, an demokratelezh e-giz ur frammadur politikel. En eil tamm en em soñj diwar-benn stummoù ispisial an demokratelezh amerikan. Skrivet en deus ivez diwar-benn an demokratelezh dre vras, ha peurgetket a-zivout riskl tiranterezh an darn vuiañ.
Tocqueville en em soñjas diwar-benn dazont an demokratelezh er Stadoù-Unanet, an dañjeroù posubl « evit an demokratelezh » hag ar re o tont « eus an demokratelezh ».
Er skolioù
kemmañE-pad ar bloavezh skol 2019-2020, Diwar-benn an Demokratelezh en Amerika a oa unan eus an tri levr dibabet diwar-benn “an Demokratelezh” evit ar c’hlasoù ragaozañ skiantel, e-kichen Ar Varc’heien ha Bodadeg ar Maouezed, gant Aristofanes, hag An Irienn a-enep Amerika, gant Philip Roth.
Embannadurioù gallek
kemmañ- De la démocratie en Amérique, in Œuvres, t. II, embannet dindan renerezh André Jardin ha gant kenlabour Jean-Claude Lamberti ha James T. Schleifer, Pariz, Gallimard, « Bibliothèque de la Pléiade », 1992, 1232 p.
- De la démocratie en Amérique, Pariz, Gallimard, « Folio histoire », 1987, 2 damm, 640 ha 480 p.
- De la démocratie en Amérique, ouzhpennet gant Souvenirs ha L'Ancien Régime et la Révolution, Pariz, Robert Laffont, « Bouquins », 2012, 1180 p.