Djibouti (kêr)
Djibouti eo kêr-benn ha kêr vrasañ Djibouti, e Korn Afrika, war aod pleg-mor Tadjoura. E 2009 e oa 475 322 den o chom enni, da lâret eo ouzhpenn an hanter eus poblañs ar vro.
Krouet e voe kêr e 1888 gant ar C'hallaoued hag e 1896 e voe lakaet da gêr-benn Aod C'hall ar Somaliz.