Sant ha roue e oa Doged war-dro ar bloavezhioù 540-542, ha gantañ e vije bet savet Llanddoged, e Dyffryn Conwy.

Iliz Llanddoged.

Mab e vije bet da Cedig ap Ceredig ap Cunedda Wledig, ha roue war-lerc'h e dad, pe e Rhufoniog pe e Rhos, er VIvet kantved.

Marteze eo eñ an hini eo an 'Doged Frenin' a zo kaoz anezhañ er Mabinogi, en danevell Culhwch ac Olwen. Hervez ar vojenn e oa bet aliet Cilydd, tad Culhwch, da lazhañ ar roue Doged ha da laerezh e wreg. Sed a reas eta, ha laerezh ar verc'h hag ar rouantelezh ouzhpenn.

Iliz Llanddoged eo an hini nemeti ma vez enoret ar sant. Amzer zo bet e oa ur skeudenn anezhañ en iliz. Ur feunteun, Ffynnon Ddoged, zo d'ar sant ivez, 60m eus an iliz, hag ur voger en-dro dezhi. Mat eo an dour da bareañ an daoulagad klañv.
Lidet e vez ar sant d'ar 7 a viz Ebrel

Levrlennadur

kemmañ
  • T. D. Breverton, The Book of Welsh Saints (Cyhoeddiadau Glyndŵr, 2000)
  • Rachel Bromwich a D. Simon Evans (gol.), Culhwch ac Olwen (Caerdydd, 1988), tud. 2.