Llanddoged
Llanddoged zo ur gêriadenn vihan e hanternoz Kembre, e Sir Conwy. Emañ e kumuniezh Llanddoged a Maenan.
Emañ ar gêriadenn e tu reter Dyffryn Conwy, en hanternoz da Llanrwst.
Hervez ar richenn e voe savet Llanddoged gant sant Doged (war-dro 500-542). Marteze ez eo an hevelep den hag an hini a zo anvet "Doged Frenin" en istor Culhwch ac Olwen. Llanddoged eo al lec'h nemetañ e Kembre a zo gouestlet d'ar sant-se. En ur prad e-kichen an iliz ez eus ur feunteun anvet Ffynnon Ddoged. Brudet e oa da bareañ an daoulagad.