Dolan
Dolan zo ur porzh e Kloar-Karnoed.
E dibenn an XIXvet kantved e oa ur porzh-sardineta oberiant, gant ur c'hant bennak a vagoù-sardineta ha pevar fritur. An hini anavezetañ a voe savet e 1865 war ar ribl kleiz gant an Oriantad Pierre Bois ; adprenet e voe e 1895 gant René Béziers, ha gant Paul Larzul goude an Eil Brezel-bed. Ar stal a oa anvet neuze La Doëlanaise, ha Capitaine Cook da c'houde. Betek 1950 e veze graet boestadoù legumaj ivez. En amzer-se e veze labouret hervez ar c'houlzioù-amzer : sardin ha toun eus miz Mezheven da viz Du, brizhilli eus miz C'hwevrer da viz Mae. Serret e voe al labouradeg e 1998.
-
Dolan gwelet eus ar c'hal Éric Tabarly
-
Dolan gwelet eus Kernabad
-
Kalvar Dolan
-
Ouf Dolan d'an izelvor