Dolores Redondo
Dolores Redondo Meira, ganet e Donostia d'an 1 a viz C'hwevrer 1969, zo ur skrivagnerez euskarat spagnolek. Savet he deus trilogiezh ar Baztán, gounezet ar Premio Planeta e 2016 , hag ar Premio Bancarella e 2018 gant he romant Todo esto te daré. Hiriv emañ o chom e Zentroniko, e su Navarra.
Dolores Redondo
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Spagn |
Anv e yezh-vamm an den | Dolores Redondo |
Anv ganedigezh | María Dolores Redondo Meira |
Anv-bihan | Dolores |
Anv-familh | Redondo |
Deiziad ganedigezh | 1 C'hwe 1969 |
Lec'h ganedigezh | Donostia |
Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg |
Micher | romanter, skrivagner, pretiour |
Bet war ar studi e | University of Deusto |
Deroù ar prantad labour | 2009 |
Tachenn | noir novel |
Prizioù resevet | Premio Planeta de Novela, Bancarella Prize, Latino Book Awards, Grand prix des lectrices de Elle, Q9062414 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.doloresredondo.com |
He buhez
kemmañGoude studioù war ar gwir e skol-veur Deusto, e talc'has Dolores Redondo ur preti e-mad meur a vloaz.
En 2009 ec'h embannas Los privilegios del ángel, ur romant istorel . En 2013, e savas ur romant polis anvet El guardián invisible, hini kentañ trilogiezh ar Baztan, diwar anv ar gumun hag ar stêr a red drezi hag a deu da vezañ Bidassoa, diwar-benn mojenn ar Basajaun.