Dolors Bassa
Dolors Bassa i Coll (bet ganet e 1959 e Torroella de Montgrí) a zo ur gelennerez, bredoniourez evit ar vugale, ha politikerez katalan. Kuzulierez war al Labour, an Aferioù sokial hag ar Familhoù e gouarnamant Generalitat Katalonia.
Anavezet eo evit he labour e sindikad spagnol Unión General de Trabajadores hag evit bezañ a-du gant dizalc'hidigezh Katalonia. Evit e ferzh da vare ar referendom war an dizalc'hidigezh bet dalc'het e 2017 eo bet lakaet en toull-bac'h gant Lez-varn Spagn da c'hortoz ur prosez.