Maouez noazh en ur gador-vrec'h ruz

Maouez noazh en ur gador-vrec'h ruz (titl orin e galleg: Femme nue dans un fauteuil rouge) zo un daolenn 130 cm x 97 livet e 1932 gant al livour spagnol Pablo Picasso.

Emañ war-ziskouez en diskouezva Tate Modern e Londrez, dindan an anv Nude Woman in a Red Armchair.

Ar vaouez a weler eo Marie-Thérèse Walter, unan eus dousoù ha karantezioù bras Picasso.

Ur c'helc'h peurvat eo he dremm, rannet e div lodenn avat, ma soñjer e daou selled, a dal hag a gostez, hag ivez en ur penn all, a zehou, stouet da bokat d'ar vaouez.

Liamm diavaez

kemmañ